An Uhelgoad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Emdroadur ar boblañs abaoe 1793: replaced: y v → y v using AWB
→‎Monumantoù ha traoù heverk: Lec'hioù heverk er c'hoat Uhelgoat
Linenn 51:
 
== Monumantoù ha traoù heverk ==
 
=== Lec'hioù heverk er c'hoat ===
Un tamm-mat a reier iskis ha brudet a gaver en dro d'an Uhelgoad. En o zouez...
 
==== Ar Roc'h 'gren (ar Maen-Dogan) ====
Ar Roc'h 'gren, ur pezh karreg bras-divent, chomet eus ar mare ma veze korvoet [[Greunvaen|greunit]] er vro, un esperadenn a vaen er c'hoad, zo 137 tonenn a bouez enni! Bras-eston eo he ment: 7 metr hirder, 3 m uhelder ha 2,80m ledander. Diazezet eo war ur c'her moan 90 cm hed a ro an tu dezhi da brañsellat un tamm pa bouezer gant e gein.
 
War lein ar roc'h e c'haller gwellet toulloù. Klotan a reont gant al lec'hioù ma veze lakaet gennoù houarn; d'ar mare ma veze korvoet ar greunit en Uhelgoat o doa klasket mengleuzierien faoutañ anezhi.
 
==== Ar Pont Ruz ====
Dont a ra an anv-gwañ "ruz" eus ar ger [[Galianeg|galianek]] "roudos". Soñjal a reer e oa bet savet ar pont-se da vare an [[Osismied]], ur bobl c'halian eus strollad Kelted Arvorig. [[Vorgium]] (Karaez) e oa o c'hêr-benn.
 
==== Toull Artuz ====
Artuz zo un adstumm eus [[Roue Arzhur|Arzhur]], un aotrou breton, difenner ar pobloù kelt eus Breizh hag eus inizi Breizh-Veur e deroù ar VIvet kantvet. Hervez ar vojenn e kouske Artuz en toull-se gant un nebeud eus e geneiled varc'heien feal. Gwa d'an neb a zihune anezhañ hep abeg, hennezh ne chome ket bev. Rak ne ranked direnkañ ar Roue mojennel-se nemet pa veze e vro en arvar. A-benn ar fin e adstagas gant ar stourm asambles gant e varc'heien evit adsevel Rouantelezh Breizh lakaet en arvar gant ar [[Saozon]].
 
==== An Toull Don ====
Erruout a ra ar [[stêr Arc'hant]] en Toull Don; en em deuler a ra-hi meur a vetr dindan hon treid. Ruziañ a ra an dour a-wechoù abalamour da liv ar c'hlegerioù.
 
==== Poull ar Boudiged ====
Ul lec'h boemus eo.
 
==== Menaj ar Werc'hez ====
Menaj ar [[Gwerc'hez Vari|Werc'hez]] zo bet krouet gant ur berniad reier bras. Ar mein, krignet gant ar dour-ruilh, o deus kemeret stummioù iskis. Gant un tamm ijin e c'haller gwelet armoù-kegin eus menaj ar Werc'hez: ur [[Gaoter|pofer]], ul [[Loa|loa-gog]], ur ribod, ur [[Megin|vegin]].
 
==== Ar C'habell-touseg ====
{|
|[[Skeudenn:Huelgoat champ.jpg|thumb|200px|Ar roc'h ''Le Champignon'']]