Battlestar Galactica (stirad skinwel, 1978) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Battlestar Galactica''' zo ur stirad skinwel skiant-faltazi [[stadunanat]] krouet gant [[Glen A. Larson]] hag a voe mammen d'ar Frañchiz [[Battlestar Galactica]]. An aktourien penn a oa [[Lorne Greene]], [[Richard Hatch]], ha [[Dirk Benedict]]. An istor a roe tro da heuliañ dreistbeverien an denelezh el lestr-egorel [[Battlestar Galactica (lestr-egor ijinet)|Battlestar Galactica]] ha nebeut reoù all o terc'hout rak ar [[Cylons]]. Skignet eo bet e 1978–1979 evit ar c'houlzad unan ha paouezet eo bet goude 24 lodenn.
 
E 1980, e voe kendalc'het ar stirad gant 10 lodenn ouzhpenn evel [[Galactica 1980]]. Levrioù a zo bet skrivet ivez evielevit kenderc'hel an istor diazez. Battlestar Galactica a voe adsavet e penn kentañ ar bloavezhioù 2000 gant ur [[Battlestar Galactica (ministirad)|ministirad]] ha goude-se ur [[Battlestar Galactica (stirad skinwel 2004)|stirad skinwel sizhuniek]].
== An istor ==
En ur sistem egorel pell diouzhomp, an [[12 Trevadenn]] denel a zo darbet dezhi bezañ trec'h er brezel mil bloaz a-enep ar re [[Cylons]], robotoù brezel savet gant ur ouenn stlejvil aet da get. Ar re-se a vefe bet riñset dre ar Cylons bet krouet ganto. A-benn ar fin eo taget an denelezh gant un dagadenn brim ha trec'het. Harpet eo bet o enebourien gant an treitour den [[Kont Baltar|Baltar]] ([[John Colicos]]).