Ifernioù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: typo, replaced: d e → d e using AWB
 
Linenn 9:
Etre an Ifernioù ha bro an dud vev ez eus ur [[stêr]], pe meur a hini hervez an dud : ar [[Styks]] peurvuiañ, an [[Ac'heron]] a-wechoù.
 
Pa vez bet beziet an dud evel a zo dleet e vezont lakaet da dreizhañ ar stêr gant [[C'haron]] war e skaf, goude paeañ ur [[gwenneg]]ig dister. Diwar-se eo e teu ar boaz da lakaat ur pezh e [[genoù]] ar re varv. Teir stêr all a dremen dre an Ifernioù : ar [[Flegethon]]<ref>Henc'hresianeg : Φλεγέθων / ''Phlegéthôn'' "an hini flamm".</ref>, ar [[Kokytos|Gokytos]]<ref>Henc'hresianeg : Κωκυτός / ''Kôkytós'' "ganet gant an daeroù".</ref> hag al [[Lethe]].
 
E toull an nor emañ ar c'hi [[Kerberos]], a vir ouzh an dud varv da vont kuit. Koulskoude ez eus bet gwelet tud o kuitaat al lec'h dizamant : [[Herakles]], [Psyc'he]], [[Theseüs]], [[Orfeüs]] hag [[Aineias]].