Walter Gropius : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D typo, replaced: ] [ → ] [ (6) using AWB
 
Linenn 1:
'''Walter Gropius''' ([[Berlin]], [[18 a viz Mae]] [[1883]] - [[Boston]], [[5 a viz Gouere]] [[1969]]) a zo ur [[savour]], [[dezigner]] ha [[kêraozaour]] [[alaman]], broadet [[amerikan]] diwezhatoc’h. Krouer ar [[Bauhaus]] eo, unan eus luskadoù arzoù pouezusañ [[Europa]] etre an daou vrezel bed, hag unan eus diazezoù ar stil etrebroadel.
 
[[Restr:Walter Gropius Foto 1920.jpg|thumb|Walter Gropius e [[1920]]]]
Linenn 5:
== E vuhez ==
O tont eus ur familh savourien alaman (tad ha goureontr) emañ Gropius.
Ar savouriezh a studias e [[München]] ([[1903]] –[[1904]]), hag e [[Berlin]] ([[1905]] - [[1907]]). Goude-se e labouras en ajañs [[Peter Behrens]] betek [[1910]].
D’ar mare-se e krogas da labourat e-unan. E sevenidigezhioù kentañ a voe liammet ouzh bed an industriezh : da skouer labouradeg Fagus e [[Alfeld-an-der-Leine]] e [[1911]]. Toennoù plaen, frammoù metal, talbennoù gwer penn-da-benn ha linennoù a-darzh, sed aze merk Gropius.
 
Linenn 11:
 
E [[1915]] e timezas gant [[Alma Mahler]], intañvez [[Gustav Mahler]]. Dispartiañ a rejont e 1920. E 1919 e tresas e vonumant da dud varv miz Meurzh, savet e voe e 1920. E [[1919]] e voe ivez ezel ur strollad eztaoladurien anvet ''Maß''.
Er memes bloavezh e kemeras lec’h [[Henry van de Velde]] (skarzhet e 1915 dre ma oa beljiat) e penn skol arzoù pleustrek [[Weimar]]. Ar skola-se agemmas, hag e teuas da vezañ ar [[Bauhaus]]. Er Bauhaus e oa ur skol-savouriezh, ur skol-arzoù, ur skol-design, ur skol-artizanelezh, ur skol-c’hoariva hag all.
E-touez ar gelennerien e oa [[Paul Klee]], [[Johannes Itten]], [[Josef Albers]], [[Herbet Bayer]], [[László Moholy-Nagy]] ha [[Wassily Kandinsky]]. Er [[Bauhaus]] e teske ar studierien labourat gant danvezioù nevez, hag ivez prederiañ war ar produiñ hag an design da vare an greanteladur. Bras e voe levezon ar [[Bauhaus]] war gened an luskad modern ha goude-se war ar stil etrebroadel.
 
Kemer a reas perzh er genstrivadeg evit sevel savadur ar gelaouenn amerikan [[Chicago Tribune]] e [[1922]].
 
E 1937 e tivizas divroañ d’ar [[Stadoù-Unanet]], eno e renas ''Graduate School of Design'' [[Harvard]]. Kenlabourat a reas gant [[Marcel Breuer]] betek [[1941]]. Meur a daol-arnod a reas e-keñver annez standart, en ur glask chom hep sevel savadurioù unton.
E 1946 e savs an ajañs ''The Architects Collaborative'' (TAC). [[Philip Johnson]], [[Paul Rudolf]], [[John Johansen]] hag [[Edward Barnes]] a voe e studierien e [[Harvard]].
 
== Sevenidigezhioù ==
* [[1925]]: [[Bauhaus]] [[Dessau]]. Er savadur e kaver ur skol-savouriezh, ur skol-arzoù, un dachenn frank, ur greizenn savet diwar c’houlenn ar stad ha kambreier studierien. Pelloc’h emañ tiez prevez ar gelennerien. E-pad ar brezel e voe aloubet ar savadur gant an nazied, met ne voe ket distrujet.
* [[1938]] : sevel a reas e di e [[Lincoln]] ([[Massachusetts]]).
* [[1949]]-[[1950]] : [[Graduate Center]] [[Harvard]] : seizh annez evit studierien, liammet kenetrezo gant tremenoù.
* [[1963]] : savadur [[PanAm]] e [[New York]] gant [[Pietro Belluschi]]. Tabut a sav war e raktres (steuñv a-darzh gant 59 estaj).
 
== Gwelout ivez ==