The Lang's Fairy Books : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Orin ha levezon: typo, replaced: l r → l r (3) using AWB
D typo, replaced: <ref> → <ref> (2) using AWB
Linenn 2:
'''The Lang's Fairy Books''' zo un dastumad 25 levr [[saoznek]] evit bugale gant [[Andrew Lang]], embannet etre 1889 ha 1913. Kenlabourat a rae gant e bried [[Leonora Blanche Alleyne]] a embannas pevar eus al levrioù etre 1908 ha 1912.
 
[[Andrew Lang]] (1844–1912) a oa ur skrivagner [[Bro-Skos|skosat]], barzh ha romantour. Embann a reas levrioù kentañ ar rummad ha sevel ar rakskridoù, e bried a rae an troidigezhioù, hag a reas an embann adal ar bloavezhioù 1890 <ref>{{Cite journal|last=Day|first=Andrea|date=2017-09-19|title=“Almost wholly the work of Mrs. Lang”: Nora Lang, Literary Labour, and the Fairy Books|url=https://www.growkudos.com/publications/10.1080%252F09699082.2017.1371938|doi=10.1080/09699082.2017.1371938}}</ref>.
 
Kalzik eus ar c'hontadennoù a deu eus [[kontadennoù Grimm]], met an darn vrasañ a deu eus broioù all.
Linenn 13:
Levezon bras o doe al levrioù. Kalz eus ar c'hontadennoù eus ar broioù estren a voe lakaet e saozneg evit ar wech kentañ. Andrew an hini a zibabas kontadennoù ar pevar levr kentañ, met Nora eo an hini a reas al labour war-dro an ugent all goude. Ganti e voe graet al labour treiñ, gant skoazell troerien all.
 
Levezonet e oa Lang gant e anaoudegezh eus kontadennoù an harzoù etre Saoz ha Skos, ha broudet e oa gant an diouer a zastumadoù en e amzer. Ne anavezed neuze nemet dastumad [[Dinah Craik]], ''The Fairy Book'', embannet e 1869. Hervez Roger Lancelyn Green, e stourme Lang a-enep kelennourien ha skridvarnourien diouzh ar c'hiz a gave dezho e oa noazus ar c'hontadennoù kozh d'ar vugale dre ma oa krizded ha hunvre enno. <ref>Roger Lancelyn Green, "Andrew Lang in Fairyland", in: Sheila Egoff, G. T. Stubbs, and L. F. Ashley, eds., ''Only Connect: Readings on Children's Literature'', New York, Oxford University Press; second edition, 1980; p. 250.</ref> Levrioù Lang eta a gemmas selloù ar remziadoù war ar seurt levrioù.
 
==Al levrioù==