Anne Parsons : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
D →He buhez: typo, replaced: ] g → ] g (2) using AWB |
||
Linenn 5:
==He buhez==
Ganet e vije e 1735, ha marteze e oa kemener he zad en Bond Street en [[Londrez]]. Da gentañ e oa [[gast]] a vicher, hag aet e vije da [[Jamaika]]
En 1760 e oa kourtizanez a renk uhel gant tud eus an noblañs, hag en o zouez kont Shelburne, Arnold Nesbitt, ha Richard Rigby.
In 1764, he doe un darempred gant [[Augustus FitzRoy]], 3e Dug Grafton, pa oa dougerez e bried [[Anne FitzPatrick]]; FitzRoy a viras Anne Parsons en e di, e kêr, hag a gase anezhi gantañ d'ar [[c'hoarigandi]].
E 1767 e teuas an Dug da vout Kentañ ministr hag Anne a voe ken bras he levezon evel hini e bried. Richard Rigby a ouias implij al levezon-se evit treiñ an dud a-enep pried an Dug. Mont a reas an teodoù en-dro adarre pa voe gouvezet e oa dougerez an dugez diwar oberoù he serc'heg, Kont Upper Ossory. Torret e voe eured an Duged e 1769. Anne Parsons a c'hallje bezañ bet pried ar C'hentañ ministr panevet e voe diskuliet e oa-hi krog da zaremprediñ [[John Sackville, 3e Dug Dorset]].
|