Wrong Turn (film, 2003) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D typo, replaced: a w → a w using AWB
Linenn 1:
'''Wrong Turn''' zo ur film spont ha slasher stadunanat sevenet gant [[Rob Schmidt]] ha skrivet gant [[Alan B. McElroy]]. Aktourien ar film eo [[Desmond Harrington]], [[Eliza Dushku]], [[Emmanuelle Chriqui]], [[Jeremy Sisto]], [[Kevin Zegers]] ha [[Lindy Booth]]. Ar film a zo bet embannet d'an [[30 a viz Mae]] [[2003]]. Ar c'hentañ film eo en heuliad filmoù [[Wrong Turn (heuliad filmoù)|Wrong Turn]].
== Istor ==
Studierien binvidik, Rich Stoker ha Halley Smith, zo o krapat ur menez en ur c'hoad e [[West Virginia|Virginia Kornôg]]. A-greiz- holl pa erru Rich e beg ar menez e vez lazhet a-raok ma errufe ar vaouez. Unan bennak a grog da hejañ-dihejañ kordenn ar vaouez betek rediañ anezhi da droc'hañ ar gordenn. Kouezhañ a ra betek al leur. Gloazet don klask a ra tec'hout met trapet eo gant orjal dreinek ha sachet e donder ar c'hoad.
 
Tri devezh war-lerc'h, ur studier war ar medisinerezh, Chris Flynn, zo o vleniañ war-zu ar menezioù en Greenbrier County evit mont d'un emvod aferioù. War e hent stanket eo gant ur stouf goude ur gwallzarvoud war an hent. Paouez a ra e oto en un arsav dour-tan ha goulenn un hent all. Un den kozh a embann n'eo ket ur mennozh mat rak dañjerus eo ar menezioù. Chris a gav un hent pri dre sellet ouzh ur gartenn en arsav hag a heuilh anezhi. Stekiñ a ra gant e oto ouzh un SUV. An oto a oa bet trapet gant ur pej ha stanket eo ar strollad tud yaouank a oa o vont da gampiñ: Jessie, Carly, Scott, Evan ha Francine. Buan e teuont a-benn da gompren eo bet toullet rodoù an oto dre ur pej. Evan ha Francine a c'hortoz e-kichen an otoioù e-pad ma ya ar re all da glask sikour. An daou a zo lazhet gant un den dianav en ur vont er c'hoad. Ar re all a gav ur gabanenn kuzhet er c'hoad ha mont-tre da glask ur pellgomz. Saouzanet int o welet tammoù korfoù e pep lec'h dre an ti. Klask a reont tec'hout pa zistro perc'henned an ti. Tri dendebrer zo o vevañ eno: : Three Finger, Saw Tooth ha One Eye. Ar re-se a zeu en ti gant korf Francine, hag ar strollad tud yaouank kuzhet a wel ar c'horf o vezañ didroc'het evit bezañ keginet ha debret.
==Aktourien==
* [[Desmond Harrington]] evel Chris Flynn
Linenn 21:
== Liammoù diavaez ==
* [https://www.imdb.com/title/tt0295700/ Wrong Turn] war [[IMDb]]
 
[[Rummad:Filmoù 2003]]
[[Rummad:Heuliad filmoù Wrong Turn]]