Roñfl (kenrouedad) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D En deus gwarezet "Roñfl (kenrouedad)" : recurrent vandalism (global sysop action) - local sysop: fell free to modify or to remove protection at your discretion ([Kemmañ=Degemer hepken an implijerien emgadarnaet] (a zeu d'e dermen d'an 5 Ebr 2022 da 12:49) [Adenvel=Degemer hepken an implijerien emgadarnaet] (a zeu d'e dermen d'an 5 Ebr 2022 da 12:49))
Reverted to revision 1982176 by 魔琴 (talk): Rb complete (TwinkleGlobal)
Tikedenn : Dizober
Linenn 1:
[[Skeudenn:DoNotFeedTroll.svg|thumb|'''Diwallit!''' Seul vuioc'h e vez bouetet ar roñfled, seul greñvoc'h e teuont da vezañ.]]
{{Delete}}
Implijet e vez an termen '''roñfl''' evit deskrivañ un den hag a glask plantañ reuz e [[Forom (kenrouedad)|foromoù]] war ar [[Kenrouedad|Genrouedad]] dre zegas enno kemennadoù dizereat.
 
"Roñfl" eo troidigezh ar ger saoznek ''troll''. Krouet hag implijet e oa bet an termen "troll" evit ar wezh kentañ er bloavezhioù [[1980]] gant tud hag a gemere perzh en [[Usenet]]. Daoust ma vez komprenet ar ger [[saozneg]] ''troll'' da dalvezout "roñfl" bremañ, posupl-tre eo e vije bet krouet an termen ''troll'' "pesketa gant ur roued-stlej" abalamour ma vez klasket "pesketa" ar berzhidi all o lakaat anezhe da dabutal.
 
Un termen dangorel pe subjektivel-tre an hini eo, rak evit perzhidi zo e c'hell bezañ komprenet un hevelep kemennad evel un taol-roñfl o klask plantañ reuz daoust ma c'hell bezañ degemeret gant perzhidi all evel un degasadenn dalvoudus.
 
== Troioù-kamm ==
Setu un nebeud troioù-kamm a vez c'hoariet gant ar roñfled a-wechoù (listenn da hiraat)
* klask lakaat diskred hep abeg war tud zo
* lakaat ar re all da roñfled war an disterañ digarez, adalek ar c'hentañ dizemglev
* ijinañ [[Irienn|iriennoù]] ha n'eus ket
* lenn kunujennoù e-lec'h n'eus ket
* ober tamalloù dizehan evit lakaat anezho da goll pasianted ha kaout digarez d'ober tamalloù nevez
* klask reiñ brud fall da labour ar re all
 
== Petore emzalc'h kaout dirak ar roñfled ==
* Treiñ kein d'ur roñfl eo an doare gwellañ da zerc'hel penn outañ ha da lakaat anezhañ da chom a-sav gant e droioù, da lâret eo:
** chom hep respont dezhañ (un dra diaes d'ober a-wechoù, pa gred da bep hini emañ ar gwir gantañ, met dre skiant prenet e ouzer n'eus ket gwelloc'h doare).
 
Dre vras ha dre vunut ec'h alier an dud a labour war ar [[wikipedia]] da chom hep "boueta" ar roñfled.
 
[[Rummad:Wikipedia]]
[[Rummad:Internet]]