Gouennlazh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: yi:פעלקער מארד
Linenn 4:
 
== Etimologiezh ==
Nevez eo meizad ar gouennlazh. Krouet e oa bet ar ger « genocide » e 1944 gant [[Raphael Lemkin]], kelenner war ar gwir amerikan a orin yuzev ha polonat, diwar ar wrizienn [[henc’hresianeg|henc’hesianekhenc’hresianek]] ''genos'', « ganedigezh », « seurt », « spesad », hag al [[lostger]] « -cide », a zeu eus al [[latin]] ''caedere'', « lazhañ », « lazhadegañ ». Termeniñ a rae ar ger-se en ur studiadenn embannet gant an [[Ensavadur]] Carnegie evit ar peoc’h etrebroadel (« Axis Rule in Occupied Europe ») evel an torfed a-enep an denelezh kaset da benn gant an nazied a-enep ar pobloù yuzev ha tzigan e-doug an [[Eil brezel bed]]. Skrivañ a ra : « Ret eo kavout gerioù nevez evit meiziadoù nevez. Dre ouennlazh, e fell dimp ober anv eus distruj ur vroad pe eus ur strollad etnek. »
 
''Stricto sensu'', ar meiziad gouenn e spesad Mab-Den zo kentoc’h un naoutur [[sokiologouriezh|sokiologel]] evit [[genetek]]. Koulskoude, gwir pe get, ez eus anezhi e spered ar ouennlazherien. Diazezet eo o zorfed war naoutur un disheñveladur, eus ur seurt pe un all, eus ur boblañs a soñjont eo « mall he c’has » ha war an naoutur e aparchantont '' dre o ganedigezh'' da strollad an dud zo anv anezhañ, er c’hontrol eus ar pezh a weler er brezelioù ideogel ma vez an enebourien oc’h en em gemer an eil ouzh ar re all abalamour ma soñjont ez eo an dud a laka ar mennozhioù politikel da skignañ.