Squash : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Raktres Lise Diwan}}
 
[[Skeudenn:Squash court.jpg]]
 
Ur sport dre palikenn eo ar squash. E simpl pe e doubl eh eus tu c'hoari. An dachenn a zo sterniet get mangoerioù pe get pareoù gwer. E broioù a zo bet trevadennoù bro Saoz hag e bro Saoz e vez c'hoariet ar muiañ d'ar sport-mañ.
 
Linenn 10:
Ar c'hoari « rackets » a zo bet ijinet tro-dro 1850 e bro saoz, c'hoariet get tud pinvik saoz.
Kroget e vehe bet ar squash get 2 desker ag ar skol Harrow hag o dehe c'hoariet d'ar rackets àr ur vangoer.
Evit tremen d'ar rackets d'ar squash eo bet ret ijin ur volotenn e gom-gwevn. Donet a ra anv ar squash ag an trouz graet get ar volotenn p'en em flastr àr doc'h ar vangoer.
E 1883 eo bet krouet tachenn kentañ squash ar bed, anavet eo neuze ar squash elèl ur sport. En em ledet en deus ar c'hoari-se dreist-holl e bro Saoz hag en e drevadennoù.
E 1911 eo bet krouet ar reolennoù ofisiel evit ma vehe choariet hañval e pep lec'h. Met en SUA eo bet nac'het ha hiriv-an-deiz o deus c'hoazh reolennoù dishañval, get ur volotenn kaletoc'h hag en ur jediñ ar poentoù en ur mod arall, memes ma vez muioc'h mui implijet an doare squash etrevroadel du-se. Anvet eo ar c'hoari-mañ hardball squash.
Krouet eo bet kevredad broadel squash bro-saoz. Tu 'zo bet neuze krouiñ kenstrivadegoù èl ar britishBritish open e 1930.
Krouet eo bet ar gevredad etrevroadel squash e 1967. 7 bro a oa enni neuze, bro saoz, Aostralia, India, Pakistan, Afrika ar su, Zeland-nevez hag Ejipt. 118 a oa anezhe e 1993 get an anv World squash federation.
Krouet eo bet kevredad squash europa e 1973 ha kani frañs e 1980 àr-lerc'h bout bet meret get kevredad frañs tennis.
 
Hiriv-an-deiz e vez implijet muioc'h mui ar reolennoù etrevroadel en SUA kentoc'h evit an hardball squash.
 
=Reolennoù=
Linenn 68:
 
Paotred:
*Geoff Hunt
*Jahangir Khan
*Jansher Khan
*Thierry Lincout
*Grégory Gaultier
*Peter Nicol
*David Palmer
*Jonathon Power
*Amr Shaana
*Ramy Ashour
*John White