Scipio Africanus : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 58:
Kemer a ra [[Kartada Nevez]] ([[Kartagena]]) e [[209 kent JK]]. A-drugarez d'an trec'h-mañ e tastum ur gaer a breizh hag e tieub gouestlidi spagnat gwardet gant [[Hasdrubal]], ar pezh a zegas dezhañ kevredad ar geltiberianed. War-lerc'h un nebeut emgannoù eo mestr war Spagn a-bezh.
Diweshatoc'h e rank marc'hata gant ar roue nubian [[Sifaks]], dont a-benn eus un taol-dispac'h e-touesk e soudarded ha talañ ouzh meuriadoù iberian zo. A-benn ar fin e tistro da [[Roma]] glorius ha kanmeulet.
 
== Scipio en Afrika ==
Anvet da goñsul e [[204 kent JK]] e vez roet dezhañ [[Sikilia]]. Kas ar brezel betek [[Afrika]] eo e bal evit lakaat [[Hannibal]] da guitaat Italia. Mont a ra kuit eus Sikilia, gant 50 lestr-brezel ha 400 lestr-treuzdougen, o tremen dre [[strizh-mor Messina]] ha kemer kêr [[Lokrez]] a oa a-du gant ar Gartadiz. Etre 12000 ha 35000 soudard a oa gantañ hervez an istorourion roman.
 
E [[204 kent JK]] emañ Scipio en Afrika eta. [[Massinissa]], a oa bet diberc'hennet eus an tron gant [[Sifaks]], a adstroll anezhañ gant ur bagad numidian. Deroù ar brezel a zo tuet d'ar Romaned. Tro wenn a ra Scipio dirak [[Utika]] evelato. E [[203 kent JK]] eo Scipio prokoñsul. Trec'h eo war ar jeneral [[Kartada]] [[Hannon]]. E-kerz [[emgann ar plaenennoù bras]], e-kichen [[Sirta]], e trec'h lu ar roue numidian [[Sifaks]] ha bagadoù kartadat renet gant [[Hasdrubal Gisko]]. Tapet eo [[Sifaks]] nebeut war-lerc'h ha [[Massinissa]], kevredad Scipio, an hini eo a zo mestr war [[Numidia]]. Aloubiñ a ra Scipio [[Tunis]] e [[203 kent JK]].
 
Bloaz war-lerc'h, e 202 kent JK, e trec'h ar Gartadiz da vat. Aon en deus sened [[Kartada]] e vefe sezizet ar geoded gant Scipio. Gervel a ra [[Hannibal]] a oa staliet er Bruttium en Italia neuze. Kendivizoù a beoc'h a zo etre an daou jeneral. Met n'eus diskoulm ebet. E gwirionez ne fell da hini ebet anezho kavout unan. War an dachenn emgann eo e vo gwelet diskoulm ar brezel : hini [[emgann Zama]], e miz Here [[202 kent JK]]. En un tu emañ ar Romaned, ar gevredidi latin hag an Numidianed, en tu all ar Gartadiz ha soudarded diwar c'hopr Galia, Italia ha Spagn. Un emgann gouez an hini eo hag a echu gant trec'h ar Romaned. Ret eo d'ar Gartadiz plegañ d'o diferadennoù a beoc'h.
 
Adalek neuze e vo lesanvet Scipio ''Africanus'' (Skipio an Afrikan), « an hini en deus trec'het an Afrikaned ». A-wechoù e vez ouzhpennet ''Africanus'' '''''major''''' evit ober an diforc'h gant [[Skipio Emilian]] a oa lesanvet ''Afrikanus'' ivez.