Scipio Africanus (Publius Cornelius Scipio Africanus), Skipio an Afrikan, a zo ur jeneral hag un den-a-Stad roman, ganet e 236 kent JK, ha marvet e 183 kent JK e Campania. Ezel eus familh ar c'hCornelii Scipii, skourr ar gens Cornelia, eo. Mab Publius Cornelius Scipio, bet koñsul e 218 kent JK, eo.

Scipio Africanus

Deroù e red-buhez

kemmañ

E-kerzh an eil brezel punek, yaouank-flamm c'hoazh, e kemer perzh Scipio, evel tribun-brezel, en emgann Cannae (en Apulia) e 216 kent JK. Ur faezhidigezh c'hloazus eo a enep d'ar C'hartadad Hannibal Barka. E 211 kent JK eo lazhet e dad hag e eontr bet kaset da Hispania da vrezeliñ ouzh lu Hasdrubal Barka.

Scipio en Hispania

kemmañ

Pa voe ret d'ar Romaned kavout ur jeneral gouest da gemer plas an daou Scipio bet lazhet en Hispania, ne voe emouestlad ebet estreget Publius Cornelius Scipio. Daoust d'e yaouankiz eo anvet da brokoñsul e Spagn e 211 kent JK, da 24 bloaz. Eno e vod ar soudarded manet salv hag ar re degaset gantañ evit adperc'hennañ ar vro. Kemer a ra Kartada Nevez (Kartagena) e 209 kent JK. A-drugarez d'an trec'h-mañ e tastum ur gaer a breizh hag e tieub gouestlidi spagnat gwardet gant Hasdrubal, ar pezh a zegas dezhañ kevredad ar Geltiberianed. War-lerc'h un nebeud emgannoù eo mestr war Spagn a-bezh. Diwezhatoc'h e rank marc'hata gant ar roue nubian Sifaks, dont a-benn eus un taol-dispac'h e-touesk e soudarded ha talañ ouzh meuriadoù iberian zo. A-benn ar fin e tistro da Roma glorius ha kanmeulet.

Scipio en Afrika

kemmañ

Anvet da goñsul e 204 kent JK e vez roet dezhañ Sikilia. Kas ar brezel betek Afrika eo e bal evit lakaat Hannibal da guitaat Italia. Mont a ra kuit eus Sikilia, gant 50 lestr-brezel ha 400 lestr-treuzdougen, o tremen dre strizh-mor Messina ha kemer kêr Lokrez a oa a-du gant ar Gartadiz. Etre 12 000 ha 35 000 soudard a oa gantañ hervez an istorourion roman.

E 204 kent JK emañ Scipio en Afrika eta. Massinissa, a oa bet diberc'hennet eus an tron gant Sifaks, a adstroll anezhañ gant ur bagad numidian. Deroù ar brezel a zo tuet d'ar Romaned. Tro wenn a ra Scipio dirak Utika evelato. E 203 kent JK eo Scipio prokoñsul. Trec'h eo war ar jeneral Kartada Hannon. E-kerzh emgann ar c'hompezennoù bras, e-kichen Sirta, e trec'h lu ar roue numidian Sifaks ha bagadoù kartadat renet gant Hasdrubal Gisko. Tapet eo Sifaks nebeut war-lerc'h ha Massinissa, kevredad Scipio, an hini eo a zo mestr war Numidia. Aloubiñ a ra Scipio Tunis e 203 kent JK.

Bloaz war-lerc'h, e 202 kent JK, e trec'h ar Gartadiz da vat. Aon en deus sened Kartada e vefe sezizet ar geoded gant Scipio. Gervel a ra Hannibal a oa staliet er Bruttium en Italia neuze. Kendivizoù a beoc'h a zo etre an daou jeneral. Met n'eus diskoulm ebet. E gwirionez ne fell da hini ebet anezho kavout unan. War an dachenn emgann eo e vo gwelet diskoulm ar brezel : hini emgann Zama, e miz Here 202 kent JK. En un tu emañ ar Romaned, ar gevredidi latin hag an Numidianed, en tu all ar Gartadiz ha soudarded diwar c'hopr Galia, Italia ha Spagn. Un emgann gouez an hini eo hag a echu gant trec'h ar Romaned. Ret eo d'ar Gartadiz plegañ d'o diferadennoù a beoc'h.

Adalek neuze e vo lesanvet Scipio Africanus (Skipio an Afrikan), « an hini en deus trec'het an Afrikaned ». A-wechoù e vez ouzhpennet Africanus major evit ober an diforc'h gant Skipio Emilian a oa lesanvet Afrikanus ivez.

An distro da Roma

kemmañ

Sensor eo e 199 kent JK a-gevret gant Publius Aelius Paetus. E 194 kent JK eo koñsul evit an eil gwech. N'eo ket dibar ar c'hoñsulad-mañ avat. Kemer a ra perzh er brezel a-enep da Antiochos III a Siria asambles gant e vreur Skipio an Azian. E 189 kent JK eo priñs ar sened evit an trede gwech. Luziet eo fin e vuhez abalamour d'ar mammennoù en em zislavar. Tamallet e vez dezhañ bezañ laeret arc'hant gounezet e-kerzh emgannoù en Azia gant daou dribun eus ar werin, ar vreudeur Quintus Petilius. Neoazh e vez difennet gant e enebour a-viskoazh, an tribun Tiberius Sempronius Gracchus, war bouez e oberenn e-kerzh an eil brezel punek. Dilaosket eo an argerzhadur a-benn ar fin. Mervel a ra e Liternum. « Bro zizanaoudek, n'ho po ket ma eskern » a lavare skrid-bez e vaen-bez.

Prederouriezh

kemmañ

Cicero, er c'hwec'hvet lodenn eus Ar Republik (55 kent JK), anvet « Hunvre Scipio », a zispleg e oa Scipio troet d'ar bitagorerezh.

Mammenn

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.