Massinissa
Masinissa pe Massena (war-dro 240 pe 238 kent J.-K. - war-dro 148 kent J.-K.) a voe kentañ roue Numidia, ur rouantelezh eus norzh Afrika en Henamzer. Brudet eo evit e roll a-bouez evel kevredad ar Romaned en Emgann Zama (202 kent J.-K.) e diwezh an Eil brezel punek.
En III kantved kent J.-K. e oa rannet Afrika an Norzh e teir Stad poblet gant Berbered : hini ar Maoured, hini Maoritania a oa etre ar Meurvor atlantel hag ar stêr Mulucha, hini ar Masaesyli er c'hreiz, eus ar stêr Mulucha betek ar stêr Amsaga, renet gant ar roue Sifaks, hag erziwezh, e reter Kartada, rouantelezh ar Massyli, etre ar stêr Ampsaga (Oued-el-Kebir) ha tiriadoù Kartada.
En em gannañ a reas ar Masaesyli hag ar Massylii e 203 kent J.-K. en Emgann ar c'hompezennoù bras) e diwezh an Eil brezel punek. Goude se e tegasas Massinissa, penn ar Massyli, ur skoazell a-bouez da drec'h Republik Roma war Gartada. Massinissa a zeuas a-benn neuze da unvaniñ Numidia a rene neuze holl an douaroù etre ar stêr Moulouia er c'hornôg ha Cyrenaica er reter. Dont a reas a-benn da viret emrenerezh e rouantelezh o tennañ e vad gant finesa eus an eneberezh etre Roma ha Kartada. Massinissa a lakas e penn pep proviñvs ur gouarnour hag e penn pep meuriad un « Amokrane » (ar penn meuriad). Eguzul, dek den ennañ, a eilas anezhañ gant efedusted en e bolitikerezh hag en e velestradur. E-touez an dek kuzulier e oa tri eus e vibien : Mikipsa a rae war-dro aferioù zo en e lec'h, Gulussa, karget da ren an armeoù ha Mastanabal e karg eus teñzor ar roue. Krouiñ a reas pezhioù moneiz ma weled e benn. Mervel a reas Massinissa e 148 kent J.-K..