Kampagn Guadalcanal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : {{Infobox conflit militaire| |image=280px | |légende=Marines e-pad Emgann Guadalcanal | |conflit=Emgann Guadalcanal |guerre=[[...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 14 Kzu 2010 da 16:50

Patrom:Infobox conflit militaire

Emgann Guadalcanal a voe e-touez emgannoù pouezusañ an Eil Brezel-Bed war dachenn-stourm ar Meurvor Habask. Ac'hubet e oa an enezenn gant ar Japaniz pa zouaras 16000 soudard eus ar Stadoù-Unanet d'ar 7 a viz eost 1942 o tagañ war un-dro inizi all : Florida, Tulagi, Gavutu ha Tanambogo.

Endro

Guadalcanal a zo e-kreiz chadenn an inizi Salomon, e biz Aostralia. Evit Impalaerezh ar Japan e oa neuze strategel-kenañ al lec'h a-benn terriñ an eskemmoù etre ar Stadoù-Unanet hag Aostralia. Ur sichenn girri-nij a oa dija gant ar Japaniz e penn Norzh ar chadenn (war enezenn Rabaul), met ne c'hellent ket patrouilhañ war hec'h hed kan hir e oa.

Da verdeadurezh a vrezel Japan e felle lakaat an inizi Salomon da sichenn strategel penn hag e krogas e 1942 ur programm aloubiñ. Savet e voe tachennoù evit ar c'hirri-nij brezel. Met dañjerus-kenañ e oa an aloubadegoù evit ar Re Unanet hag ur wezh anavezet ganto raktresoù ar Japaniz e tivizjont sevel ur bagad listri a-benn adtapout an inizi digant o enebour.

Oberenn Watchtower

An douarañ

D'ar 7 a viz Eost 1942 e touaras rann-arme kentañ Marines ar Stadoù-Unanet e reter ar ster Tenaru. Ur souezh a voe evit ar Japaniz, a oa erruet ur miz a-raok nemetken war an enezenn war veg Lunga. Dre ma ne veze nemet soudarded japanat an Ijinoù e voe aes d'an Amerikaned aloubiñ tachenn an aerborzhig. Kregiñ a reas ar Marines da echuiñ gant kempenn an dachenn. Ne oa ket bet douaret o dafar met eürusamant e oa bet laosket kalz anezhañ gant ar Japaniz. Anvet e voe Henderson an aerborzhig hag a-ziwar-neuze e teuas da vezañ pal nesañ an holl emgannoù war an enezenn.



An devezhioù kentañ

Da gentañ tout ne voe ket aes labour Marines ar Jeneral Vandergrift. Prientet e oa bet an douarañ buan-ha-buan ha dafar a minima a oa bet kaset war an enezenn ; ouzhpenn-se e tivizas an Amiral Turner d'an 9 a viz Eost lakaat ar batimañtoù treuzdougen ha dafar da vont kuit eus ribl an enezenn pa oa un hanter eus dafar ar Marines enno c'hoazh. Goude emgann Savo en em gaver o-unan ha pourvezet fall ar Marines ; ober a rejont war-dro surentez an aerborzhig Henderson hag e droioù nemetken.

En desped d'ar batimañtoù ha d'ar c'hirri-nij japanat a c'helle bombezenniñ anezhi bemdez e teuas a-benn ar soudarded amerikan da sevel ul leurenn girri-nij dereat e aeborzhig Henderson d'an 19 a viz Eost. D'an 20 a viz Eost e touaras 19 karr-nij chase ha 12 karr-nij bombezenniñ skañv warni. Dre ma oa « Cactus » ger-kuzh ar Re Unanet evit an enezenn e voe graet gant an anv-se eus bagad kirri-nij an aerborzhig. Tro 60 karr-nij amerikan a oa er sichenn e fin miz Eost.


Emgann Tenaru

 
Soudarded japanat bet lazhet e-pad an argadenn a-enep d'ul lec'h-difenn amerikan, 21 a viz Eost 1942.

Etremar, d'an 18 a viz Eost, e oa erruet e reter an aerborzhig ur vatailhon japanat 900 soudard enni. D'an 20 a viz Eost e tagjont dindan ren Ichiki ar pemp batailhon amerikan a oa o tifenn an aerborzhig, o tremen war draezhennoù ar ster Tenaru. Drailhet e voe ar vatailhon japanat ablamour da girri-nij an Amerikaned, ar c'hCactus Force. Lazhet e voe tost an holl argadourien hag en em zistruj a reas o c'homandant. Ar re ne oant marv az eas da guzhat ha ganto e voe jahinet ha lazhet daou veleg ha div c'hoar europeat o doa nac'het kuitaat an enezenn pa voe bet goulennet ganto un nebeut mizioù en a-raok.

Oberenn Ka

D'ar 24 ha 25 a viz Eost e klaskas ar Japaniz, en un doare sirius evit ar wezh kentañ, degas soudarded nevez war an enezenn : Ka-Go a oa anv an oberenn. Prederiet e oa bet gant an amiral Yamamoto ha Hyakutake Haruyoshi a rene anezhi. Etremar koulskoude e oa distroet Task Force 61 Fletcher d'ar Salomons ha ne veze ket mestroniet troioù an enezenn da vat gant ar Japaniz. Un emgann war vor a voe e-pad an daou zevezh-se ha ne c'hellas ket ar Japaniz lakaat o soudarded da zouarañ.

Adalek an degouezh-se e chomjont avizetoc'h ar Japaniz : ma oa dañjerus ar mor evito e oa efedusoc'h-efedusañ ivez kirri-nij an Amerikaned. Divizet e voe ganto neuze degas soudarded nevez ha dafar e-pad an noz nemetken. 900 den a zouaras d'an 29, un tammig nebeutoc'h an devezh war-lerc'h ha 1200 d'an 31 a viz Eost. Ar jeneral Kiyotake Kawaguchi, lakaet da gomandant an arme japanat war an enezenn, a zouaras d'ar poent-se. Erru a rae ar Japaniz war du Reter an Amerikaned ha kerkent erruet e klaskent kelc'hiañ anezho dre ar Su.

Bewezh e errue soudarded nevez e veze ivez bombezet an aerborzhig gant ar Japaniz, adalek o listri-brezel. Ken reoliek e oa ar bombezadegoù ha resis o eurioù e voent lezanvet Tokyo Express gant ar Marines.

 
Ur marine e-kichen lec'hioù-difenn an dosenn 123' war ar run Edson.

Emgann ar run Edson

D'an 11 a viz Gwengolo da noz e tagas 6000 soudard japanat an aerborzhig adalek ar Su. Kreizennet e voe an emgannoù war ar run Edson (Edson Ridge, Bloody Ridge), ur c'hilometr dindan an dachenn girri-nij. Graet e vez mod-se anezhañ abalamour da c'horonal amerikan a renas an difenn neuze, Merritt A. Edson. E-pad tri devezh e harzas gant e Marines meur a argadenn, bombezennet a-wezhoù gant kirri-nij japanat o tont eus Rabaul. 1500 soudard an Impalaer a voe lazhet ; en tu all e voe lazhet un 30 amerikan bennak ha gloazet 100 anezho.

 
Ur patrouilh amerikaned o treuziñ ar ster Matanikau e miz Gwengolo 1942.

Argadennoù amerikan kentañ e-maez eus o zachenn-difenn

D'an 18 a viz Gwengolo e touaras 4262 Marines ar 7vet Rejimant war an enezenn. A-drugarez dezho e krogas da soñjal ar Jeneral Vandergrift e c'helle ober muioc'h eget difenn an aerborzh.

D'an 23 a viz Gwengolo e krogas ar Marines da vont war-raok a-benn sevel lec'hioù difenn a-hed ar ster Mantanikau, e kornog an aerborzhig. Un dagadenn en douaroù a voe graet e memes koulz hag unan eus ar mor, koulskoude e oa re greñv al lec'hioù difenn dalc'het gant ar Japaniz ha ret e voe da Vandergrift chom a-sav ganti. D'ar 7 a viz Here e voe kaset un argadenn all : prientet e oa bet gwelloc'h en a-raok a-drugarez da ditouroù ar spierien c'henidik eus an enezenn a laboure evit an Amerikaniz. 700 japanat a voe lazhet ha ledanaet e voe an dachennad dindan ren ar Marines. Da-geñver an argadenn-se e voe kavet gant un ofisour japanat marv teulioù a ziskoueze e oa bet raktreset un dagadenn gant ar Japaniz a-benn antronoz.

Soudarded nevez ha taeroc'h an emgannoù

D'an 11 a viz Here e teuas a-benn lu-vor ar Stadoù-Unanet, renet gant ar c'hontr-amiral Scott, da lakaat un harz evit ar wech kentañ d'an douaradegoù japanat war an enezenn o kas d'ar strad o batimantoù-douarañ e-pad emgann Bep ar Spi. Sioulaat a reas an emgannoù a-ziwar neuze dre ma oa ar japaniz o prientiñ un argadenn veur. D'an 13 a viz Here e touaras ar 164vet Rejimant Soudarded War-droad amerikan. E memes koulz e voe bombezennet aerborzhig Henderson gant ar batimantoù brezel japanat : bras e voe an distruj met prim e voe ar c'hempenn. D'an 21 en em gave 22 000 soudard japanat war an enezenn : kregiñ a rejont gant un heuliad argadennoù nevez.

An amiral Yamamoto, e penn oberennoù Guadalcanal, en doa bet c'hoant e vefe distrujet da vat aerborzhig Henderson evit ma c'hellfe e girri-nij bombezenniñ dizanjer ar batimantoù amerikan war vor hep bezañ chalet gant ar c'hirri-nij chase amerikan. D'an 23 a viz Here, goude ur prientiñ pezh-kanolioù, e tagas ar jeneral Maruyama, penn ar Japaniz war an enezenn, war zu kornog tachennad ar Marines. Harzet e voe, met adalek antronoz e lakaas ar Japaniz o holl nerzhioù da dagañ su an dachennad, a voe difennet gant 1añ batailhon 7vet rejimant ar Marines hag ar 164vet rejimant ar soudarded war-droad. D'ar 26 a viz Here e voe lakaet un harz da argadennoù ar japaniz : 3000 anezho a oa marvet e-pad an tri devezh-se (ha 500 amerikan). E memes koulz, war vor, an Amerikaned a redie ar Japaniz da zistreiñ war o giz o virout anezho da zouarañ soudarded nevez (e-pad emgann an inizi Santa-Cruz).

Youl an arme japanat o vont da get

E miz Du e tivizas ar Japaniz da gas da C'hadalcanal an 38vet Rann Soudarded War-droad, enni 10000 den. Met gwelet e voe o bigi gant an Amerikaniz ha distrujet e voe al lodenn vrasañ anezho. 2000 soudard nemeto a zouaras hep tamm dafar ebet pe dost. A-ziwar neuze e krogas da soñjal pennoù-meur arme an Impalaerezh e oa ret dilezel Guadalcanal. A zeiz da zeiz e oa startoc'h dezho pourveziñ o soudarded, tapet ma oant gant nerzh krenvañ an amerikaned war vor. A-hed ar miz e klaskas an amerikaned ledanaat o zachennad evit ma ne c'hellfe ket ar japaniz kanoliñ an aerborzhig. Ennañ e voe savet div leurenn-zouarañ nevez : teir a oa etre tout neuze. Goude ur rezistañs kreñv a-berzh ar Japaniz e tapjont tachennad ar ster Mantanikau.

Ar fin

Kaset e voe soudarded nevez evit lakaat 1añ Rann da ziskuizhañ, ken start e oa bet an emgannoù. Niverusoc'h-niverusañ e oa an Amerikaned war an enezenn, ar pezh ne oa ket gwir evit ar japaniz, hag int dibosupl dezho pourveziñ o arme. E-penn kentañ miz Kerzu en em gave 60000 soudard amerikan war an enezenn. 9000 soudard japanat a oa bet lazhet gant an emgannoù, an naonidigezh pe ar malaria : 8000 anezho a chome nemetken ha kaset e oant bet gant tagadennoù an amerikaned e norzh an enezenn, war-zu Beg ar Spi. Goude un ehan e adkroger an amerikaned gant an argadoù d'an 10 a viz Genver 1943. Ar japaniz a oa gouest da vale a guitaas an enezenn. D'ar 7 a viz C'hwevrer ne chome hini ebet war-bouez ar re c'hloazet ha gwan a oa bet dilezet nepell diouzh Beg ar Spi. D'antronoz e kemenne pennoù-meur ar Re Unanet e oa dinec'h aerborzhig an enezenn.

Un emgann pouezus en Eil Brezel-Bed

E 6 miz e voe lazhet e Guadalcanal 24000 japanad ; kollet oa bet gant an Amerikaniz 1600 Marines ha 5000 martolod. Ar memes tonennadoù dafar a zo bet kollet a bep tu, met ne oant ket ar japaniz evit erlec'hiañ o c'hirri-nij pe bigi aet d'ar strad.

Goude un emgann e chome un doug kirri-nij nemetañ gant ar Stadoù-Unanet, an USS Entreprise. Rediet e voent amprestiñ ar Victorious digant ar Saozon a-benn derc'hel ganti e-pad un nebeud mizioù war Veurvor Habask.

Start e voe an emgannoù evit ar Re Unanet er mizioù da heul betek ma tizhfent un nerzh produiñ a-live evit beuziñ ar Japaniz, pa oa ar re-se dic'houest d'en ober abalamour da ziaesterioù-produiñ o labouradegoù.

Emgann Guadalcanal a voe evel Stalingrad en URSS : ar wech kentañ ma veze lakaet un harz da ledanañ enebourien ar Re Unanet. Adalek ar mareoù-se e krogas an Ahel da vont war-gil.

Patrom:Lien AdQ Patrom:Lien AdQ Patrom:Lien AdQ Patrom:Lien AdQ Patrom:Lien AdQ Patrom:Lien AdQ Patrom:Lien BA