Doñvañ pe doñvaat zo lakaat loened da vezañ implijet gant mab-den evit gounid hennezh. Gallout a reer implijout al loened-se evit kaout boued pe traoù all, evel kaout gloan da skouer, d'ober dilhad, pe c'hoazh evit ober labourioù diaes pe ziaesoc'h, evel kas kargoù pounner. Alies eo bet cheñchet ar spesadoù loened-se, dre o berlañchañ, evit ma vefent muioc'h diouzh c'hoantoù hag ezhommoù an dud.

Goro ur vuoc'h en Henejipt.

Al loened kentañ hag a voe doñvaet, moarvat, eo ar chas, diskennidi d'ar bleizi, war-dro 100 000 bloaz zo. E-touez al loened all hag a voe doñvaet abred emañ ar givri, an deñved hag ar moc'h, war-dro 8 000 kent J.K. e kornôg Azia. Tostoc'h deomp e voe doñvaet ar saout war-dro 6 000 kent J.K.

E-mesk al loened a zo bet doñvaet emañ ar re-mañ :

Loen Mare (KJK) Lec'h
Ki 15 000 E meur a lec'h dre ar bed
Gavr 10 000 Azia ha Reter-Nesañ
Dañvad 8 000 Azia ha Reter-Nesañ
Moc'h 8 000[1] Sina
Buoc'h 8 000 India, Reter-Nesañ, Afrika
Kazh 7 000[2] Mor Kreizdouar
Yar 6 000[3] Gevred Azia
Razh-Indez 5 000[4] Perou
Azen 5 000[5] Ejipt
Bual 4 000 Sina
Kezeg 4 000 Ukraina
Lama 3 500 Perou
Kañval 2 500 ? Kreiz Azia

Notennoù kemmañ

  1. Giuffra E, Kijas JM, Amarger V, Carlborg O, Jeon JT, Andersson L. The origin of the domestic pig: independent domestication and subsequent introgression, Ebrill 2000, (en).
  2. .Le chat apprivoisé depuis 9 000 ans, Historia, juin 2004, (fr)
  3. The domestic chicken, ANZCCART News Vol 9 No 2 June 1996. (en).
  4. Une analyse génétique retrace l'histoire de la domestication des cochons d'Inde Sciences et avenir, Mezheven 2020, (fr)
  5. Roger Blench, Donkey domestication began in Africa, New Scientist, June 2004, (en).


Sellit ouzh ar ger doñvaat er
wikeriadur, ar geriadur frank.