Patrick Kevin Skinner[1] (bet ganet d'ar 25 a viz C'hwevrer 1974) zo ur c'haner sonerezh country stadunanat eus Jackson Purchase e Kentucky. Gantañ e oa aet ar maout e koulzad 4 an abadenn America's Got Talent.

Kevin Skinner e 2009

Buhez kemmañ

Kroget e oa da seniñ ar gitar pa oa 12 vloaz. Aboae an oad-se en deus kendalc'het da seniñ, skrivañ sonerezh ha kanaouennoù gant sikour e dad Joe. Dizimez eo Skinner, daou vugel en deus, ur mab hag ur verc'h.

Pa oa kouer en devoa graet freuz-stal a-raok kemer perzh en abadenn America's Got Talent. Ur wech erruet war al leurenn e oa bet souezhet ar juri gant an diforc'h etre e zoare da vezañ gwisket hag e vestroni war ar gitar hag ar c'han. Amprestet en devoa ar ganaouenn If Tomorrow Never Comes digant Garth Brooks ha gounezet en devoa an abadenn.

Pladennoù kemmañ

Bloaz Albom Renk en SUA
Top Country Albums Billboard 200
2010
17 Meurzh (SUA)
14 Gwengolo (iTunes)
Long ride Ne dizhas ket an chart
2011
30 Mae (SUA)
Kevin Skinner: Live And Unplugged Ne dizhas ket an chart

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Kentucky Birth Index, 1911–1999. Familytreelegends.com (25 a viz C'hwevrer 1974). Kavet : 2010-06-09.