Krogad ar Marv (rusianeg: Матч смерти) (ukraineg: Матч смерті) zo un anv bet roet gant ar studioù istorel goude an Eil Brezel-bed d'ur c'hrogad mell-droad c'hoariet e Kyiv er Reichskommissariat Ukraine (berraet e RKU) dindan dalc'h an Alamagn nazi. Kêr Gyiv he doa ur skipailh mell-droad anvet Start (kirillek: Старт) a oa hini al labouradeg bara n° 1 a oa bet o c'hoari meur a wech a-raok an Eil Brezel-bed. Ar skipailh a oa savet dreist-holl gant c'hoarierien a-vicher eus an Dynamo Kyiv hag al Lokomotyv Kyiv a laboure el labouradeg suj d'an Alamaned ha d'o harperien.

Krogad ar Marv
association football club match
Competition classmen's association football Kemmañ
Sportmell-droad Kemmañ
Anvet diwarmarv Kemmañ
StadUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Lec'hKyiv Kemmañ
Deiziad9 Eos 1942 Kemmañ
Skipailhoù ha gemer perzhFC Start, Q119025252 Kemmañ
Skritell alaman evit ar c'hrogad

D'ar 6 a viz Eost 1942, an FC Loc'hañ en doa c'hoariet a-enep ar skipailh alaman Flakelf. Un 2 000 bennak a arvesterien a oa bet o welet ar c'hrogad, pep hini anezho o paeañ ur sammad 5 roubl. Gounezet e oa bet ar c'hrogad 5-3 gant Soviediz.

Kenaroud kemmañ

Un den a orin eus Kyiv anvet Georgiy Kuzmin en doa lakaet war-raok en e levr Facts and fiction of our football (Были и небыли нашего футбола) e oa ar c'hentañ skouadrenn eus an Dynamo Kyiv unan gant izili eus an Tcheka hag en o zouez Konstantin Fomin.

C'hoarierien kemmañ

  • Nikolaï Troussevitch (Николай Трусевич, 1909-1943)
  • Mikhaïl Poutistine (Михаил Путистин, 1906-1981)
  • Ivan Kouzmenko (Иван Кузьменко, 1912-1943)
  • Alekseï Klimenko (Алексей Клименко, 1912-1943)
  • Makar Gontcharenko (Макар Гончаренко, 1912-1997)
  • Fiodor Tioutchev (Фёдор Тютчев, 1907-1959)
  • Mikhaïl Sviridovski (Михаил Свиридовский, 1908-1973)
  • Vladimir Balakine (Владимир Балакин, 1913-1992)
  • Pavel Komarov (Павел Комаров, 1913-goude 1970)
  • Lev Goundarev (Лев Гундарев, 1921-1994)
  • Gueorgui Timoféïev (Георгий Тимофеев, 1910-1967)
  • Nikolaï Korotkikh (Николай Коротких, 1909-1942)
  • Iouri Tchernega (Юрий Чернега, 1919-1947)
  • Mikhaïl Melnik (Михаил Мельник, 1915-goude 1944)
  • Vassili Soukharev (Василий Сухарев, 1911-goude 1944)