Lucia d'Este (Ferrara, 1419–1437) a oa merc'h da Niccolò III d'Este, markiz Ferrara, ha d'e eil pried Parisina Malatesta.

Pisanello, Poltred Lucia d'Este, pe hini Ginevra d'Este, pe hini Margherita Gonzaga, 1435-1445

He buhez kemmañ

Ganet e oa e Ferrara, evel he c'hoar gevell, Ginevra d'Este. O mamm Parisina a voe tamallet dezhi bezañ doganet he fried gant he breur-kaer Ugo d'Este, ha kondaonet e voe an daou bichon d'ar marv gant an dogan neuze, e 1426, pa oa seizh vloaz ar gevellezed. Niccolò ac'h addimezas pemp bloaz goude, e 1431, da Ricciarda di Saluzzo. Eus an dimeziñ-se e voe ganet daou baotr, hantervreudeur da Lucia Ginevra : Ercole ha Sigismondo.

Ginebra a voe dimezet e 1434, da bemzek vloaz, d'ar brezelour Sigismondo Malatesta,

Eured kemmañ

E 1437, seizh vloaz war-lerc'h he c'hoar, e voe eureudet Lucia da Carlo Gonzaga, condottiero eus Mantova. Mervel a reas ar wreg yaouank un toullad mizioù goude.

Arz kemmañ

Poltred ur briñsez, diwar zorn Pisanello, hag a weler e mirdi al Louvre, a c'hallfe bezañ hini Lucia, pe hini Ginevra, pe hini Margherita Gonzaga.