Michelle
Kanaouenn gant The Beatles
tennet eus an albom Rubber Soul
Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Embannadur 3 a viz Kerzu 1965
Pad 2:40
Rumm(où) Gwerz
Saver pozioù John Lennon ha Paul McCartney
Produer George Martin
Roudennoù Rubber Soul
The Word
What Goes On

Michelle zo ur ganaouenn savet gant Paul McCartney hag enrollet gant The Beatles en o albom Rubber Soul embannet e miz Kerzu 1965.

Divyezhegezh kemmañ

Ur frazenn e galleg zo er ganaouenn : "Michelle, ma belle, sont les mots qui vont très bien ensemble". Ma voe lavaret gant lod e oa ar c'hentañ kanaouenn divyezhek en istor an denelezh. E Breizh evel e meur a vro all e oa kanaouennoù divyezhek abaoe pell dija.

Biznes kemmañ

Dre ma ne felle ket dezho ober ur bladennig gant ar ganaouenn e voe kanet gant ar strollad The Overlanders hag e voe lakaet e penn kentañ ar pladennoù gwerzhet er Rouantelezh Unanet e 1966 e-pad meur a sizhun. Goude e voe gounezet ganti ar Grammy Award for Song of the Year.

E 1999, e voe embannet gant BMI e oa "Michelle" an 42vet kanaouenn muiañ kanet war ul leurenn en XXvet kantved .

Levrlennadur kemmañ

  • Barry Miles: Paul McCartney. Many Years From Now. Reinbek: Rowohlt, 1998. ISBN 3-498-04396-X
  • Steve Turner: A Hard Day's Write: The Stories Behind Every Beatles' Song, New York: Harper, 1994. ISBN 0-06-095065-X

Liamm diavaez kemmañ

  • Skrid ar ganaouenn: [1]