Norwegian Wood (This Bird Has Flown)

Norwegian Wood (This Bird Has Flown) a zo ur ganaouenn saoznek gant ar strollad sonerien saoz The Beatles.

Daoust ma voe lakaet war gont ar c'houblad Lennon-McCartney hervez an emglev boas, savet e voe ar sonenn gant John Lennon (1940-1980) e gwirionez, e miz C'hwevrer 1965. D'an ampoent, edo an arzour o vakañsiñ e Saint-Moritz (Suis) a-gevret gant Cynthia Powell (e wreg kentañ, 1939-2015), George Martin (produour ar strollad, 1926-2016) ha Judy Lockhart Smith (a yeas da wreg Martin e 1966). Kenlabourat a reas Paul McCartney (1942-) gantañ koulskoude pa voe anv d'he feurachuiñ.

Dimezet e oa Lennon abaoe miz Eost 1962 hag eñ an hini nemetañ eus izili The Beatles er stad-se. Lavarout e oa e barr an eurvad a vefe kement ha pentañ lern ; doganañ e wreg a rae, ken alies e kave tro d'hen ober gant estlammerezed ar strollad. N'eo ket souezh eta e krogfe Norwegian Wood gant "I once had a girl Or should I say she once had me"... oc'h anzav e emzalc'h dre gomzoù goloet. E buhezskrid Lennon skrivet gant Philip Norman (1943-), embannet e 2008, e tispleg an aozer e krede da gement hini e oa kaoz eus Maureen Cleave (1934-), ar pezh a voe dislavaret gant ar gazetennerez saoz evelato[1]. Er memes levr e veneg Norman anv Sonny Freeman (gwreg al luc'hskeudenner Robert Freeman) a gustume degemer Lennon en he ranndi[2] he mogerioù lambrusket ("She showed me her room, isn't it good, norwegian wood?") diwezhat diouzh an noz.

Enrollet e voe e studioioù EMI e Londrez d'an 12 ha 21 a viz Here 1965 gant ar strollad en e bezh, George Harrison (1943-2001) o seniñ sitar[3] evit ar wech kentañ en ul albom sonerezh pop. 2:01 he fad e voe kanet gant Lennon hag embannet d'an 3 a viz Kerzu 1965 evel eil kanaouenn an albom Rubber Soul.

Dizimeziñ a reas John ha Cynthia Lennon d'an 8 a viz Du 1968 tra ma taremprede ar c'hanour an arzourez japanat Yoko Ono (1933-) abaoe mizvezhioù c'hoaz.

Ar gerioù... kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • Tim Hill, THE BEATLES Quatre garçons dans le vent, Éditions Place des Victoires, miz Here 2008 pajenn 89.

Liamm diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Philip Norman, John Lennon: The Life, HarperCollins Publishers, 2008, pajenn 606.
  2. Lec'hiet e oa en Emperor's Gate (Londrez), dindan hini... John Lennon.
  3. Kejet en devoa Harrison gant ar soner sitar brudet Ravi Shankar (1920-2012) e miz Eost 1965 da-geñver troiad The Beatles e Stadoù-Unanet Amerika.