Ar Sadukeed (hebraeg : צְדוּקִים Ṣĕdûqîm) a oa ul luskad sokial ha relijiel da vare yuzevegezh an Eil Templ, etre an IIvet kantved a-raok hon mare betek distruj an Templ e 70 en hon mare. A-gevret e oant gant uhelidi ar vro, dreist-holl renkad ar veleien, hag enebet e oant ouzh luskadoù all evel ar Fariseed abalamour ma nac'hent degemer testennoù all estreget an Torah evel testennoù sakr.