Didier Jeunesse zo un ti-embann gall e Pariz, hag a embann levrioù bugale dreist-holl.

Betek miz Genver 2003 e oa un isrann eus an ti-embann Didier (ti-embann), hag a oa ur rann eus Alexandre Hatier abaoe 1978, anezhañ ur skourr eus Hachette abaoe 1996.

Levrioù brezhonek

kemmañ

Un nebeud levrioù brezhonek zo bet embannet gant Didier Jeunesse.

A-hend-all ez eus bet embannet un toullad eus levrioù gallek an embanner-se gant embannerien vrezhonek, evel Sav-Heol pe An Amzer embanner.