Didone abbandonata (Metastasio)
Didone abbandonata zo ul libretto c'hoarigan italianek, savet en 1724 gant ar barzh Pietro Metastasio (1698-1782), evit ar sonaozour Domenico Sarro, diwar-benn mojenn Didon (Didone en italianeg), rouanez Kartada ha c'hoar Pumayyaton, roue Tir.
Kentañ ma voe c'hoariet a oa en Teatro San Bartolomeo, e Napoli, d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1724[1].
Marianna Benti Bulgarelli (1684-1734), lesanvet La Romanina, a gane perzh Didone.
C'hoariet e voe doare Giuseppe Scolari en Teatre de la Santa Creu (Barcelona) ivez d'an 30 a viz Mae 1752[2].
Ar c'hoarigan
kemmañE Kartada, emañ an haroz Aineias o vont da gimiadiñ diouzh ar rouanez Didon.
Planedenn an oberenn
kemmañE-pad kant vloaz e voe implijet e skrid da sevel c'hoariganoù all gant sonaozourien a bep seurt, en o zouez Nicola Porpora (1725), Leonardo Vinci (1726), Baldassare Galuppi (1740), Johann Adolph Hasse (1742), Niccolò Jommelli (1747), Tommaso Traetta (1757), Giuseppe Sarti (1762), Niccolò Piccinni (1770), Saverio Mercadante (1823).