Pariz, kêr-benn bro Frañs, a zo ur gêr bet dieubet d'ar 24 ha 25 a viz Eost 1944 eus an Nazied gant Eil DB ar Jeneral Leclerc ha gant emsavadeg ar Barizianiz, e-pad an Eil Brezel-bed.

dieubidigezh Pariz
emgann, liberation
Rann eusoberiadur Overlord Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Lec'hPariz Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°52′25″N 2°17′47″E Kemmañ
Deiziad25 Eos 1944 Kemmañ
Deiziad kregiñ19 Eos 1944 Kemmañ
Deiziad echuiñ25 Eos 1944 Kemmañ
Map

D'ar 14 a viz Even 1940, eo kemeret Pariz gant an Nazied, renet gant ar Jeneral Dietrich Von Choltitz. 4 devezh goude, d'an 18 a viz Even 1940 e tibun Hitler e kêr. Pariz a zeu da vezañ sez ar gourc'hemenn soudard Alaman e Frañs. An Oberfeldkommandantur, ar savadur e-lec'h ma vez kemeret an divizoù a zo lec'hiet e Pariz. D'ar 16 hag 17 a viz Gouere 1942 e oa bet Skrapadeg ar Vélodrome d'Hiver (anvet kentoc'h Rafle du Vel' d'Hiv'), e-lec'h ma oa bet dastumet miliadoù a Yuzevien e Pariz a-bezh. La Rafle du Vel' d'Hiv' eo ar skrapadeg vrasañ e-pad an Eil Brezel-bed.

Ar Jeneral Dietrich Von Choltitz

Kroget e oa dieubidigezh kêr pa oa bet ar Forces françaises de l'intérieur—aozadur vilourel eus ar Rezistañs c'hall—a oa kroget da emsavel a-enep ar gwarnizon alaman pa oa an Trede Lu stadunanat, renet gant ar Jeneral George S. Patton o tostaat. Noz ar 24 a viz Eost, unvezioù eus an Eil Divizion hobregonet renet gant ar Jeneral Philippe Leclerc a oa deuet-tre Pariz ha tizhet o devoa an ti kêr nebeut a-raok hanternozt. Mintin war-lec'h, d'ar 25 a viz Eost, nerzhioù diazez an Eil divizion ha re ar Pevare Divizion troadegiezh stadunanat gant harp unvezioù Kevredet o devoa aloubet kêr. Dietrich von Choltitz, penn uhel ar gwarnizon alaman ha gouarnour milourel Pariz, a oa kodianet d'ar c'hallaoued en el leti Le Meurice, penn-lec'h an nerzhioù milourel gall nevez. Ar Jeneral Charles de Gaulle penn an holl nerzhioù lu a oa erruet ha deuet e oa da vezañ kement penn ar gêr evit Penn Gouarnamant da c'hortoz ar Republik c'hall.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.