Ur sant brezhon e oa Digain, war-dro deroù ar Vvet kantved, en hanternoz Kembre.

Hervez a gonter e oa mab da Gustennin Gorneu,roue brezhon Dumnonia. Mar deo gwir e c'hallfe bezañ breur da Erbin ha eontr da Geraint fab Erbin, unan eus harozed Y Tair Rhamant.

Ouzh anv Digain n'eus stag nemet un iliz, hini Llangernyw, e kontelezh Conwy bremañ. Ur feunteun zo, anvet Ffynnon Ddigain, e Coed Digain, tost d'ar gêriadenn.

Levrlennadur

kemmañ
  • T. D. Breverton, The Book of Welsh Saints (Cyhoeddiadau Glyndŵr, 2000)
  • Rachel Bromwich (gol.), Trioedd Ynys Prydein (Caerdydd, 1978; argraffiad newydd 1991)