Dilennadegoù evit Parlamant Europa 2024 e Bro-C'hall
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An dilennadegoù evit Parlamant Europa 2024 e Bro-C'hall zo bet dalc'het d'an 8 ha 9 a viz Even 2024 evit dilenn 81 c'hannad europat evit Frañs e Parlamant Europa a-douez un hollad a 720 hag a za d'ober ar parlamant ; 38 listenn a zo bet kinniget d'ar voterien.
Rann eus | 2024 European Parliament election |
---|---|
Stad | Frañs |
A dalv evit tiriad | Unaniezh Europa |
Raklec'hiet gant | 2019 European Parliament election in France |
Deiziad | 9 Mez 2024 |
Efed | 2024 The Republicans (France) crisis |
Ur wech anavezet an disoc'hoù ez eus bet gwelet ur c'holl bras gant tu ar prezidant Emmanuel Macron. Ouzhpenn se ez eus bet merzet anat un niver bras a vouezhioù evit an tu dehoù pellañ, betek e Breizh, ar pezh a zo bet lakaet da istorel. Prezidant Frañs en deus embannet e vefe divodet ar Vodadenn Vroadel ha galvet d'an dilennadegoù.
Kenarroud
kemmañEn Unaniezh Europa, Ursula von der Leyen zo bet penn Kengor Europa abaoe 5 bloaz. E-kerzh he resped eo c'hoarvezet ar Bedreuziad COVID-19 ; broioù an Unvaniezh o doa prenet pareoù ha staliet ur Steuñv adlañsiñ Europa boutin. Bez' ez eus bet ivez Aloubadeg Ukraina gant Rusia, en deus krouet un aergelc'h drastus gant pignidigezh priz an energiezh, distro ar monc'hwezh kement hag ur c'hoant da adsevel nerzhioù difenn evit Europa. Ukraina zo bet aotreet da gaout ar statud kandidad evit bezañ degemeret en dazont en Unvaniezh Europa, evel Moldova ha Jorjia.
Disoc'h
kemmañTro un eurvezh goude ma vije bet embannet ent-ofisiel an disoc'hoù evit dilennadegoù Parlamant Europa ha ma oa bet gwelet ar strollad Renaissance o vezañ trec'het gant an Rassemblement National, Emmanuel Macron en doa galvet da zivodañ ar Vodadenn Vroadel ha gervel d'an dilennadegoù kannaded d'an 30 a viz Even ha d'ar 7 a viz Gouhere. Diskleriet en deus ar prezidant gall, da-heul an disoc'h-se en dilennadegoù europat, e oa ar vroadelouriezh hag an tu dehoù pellañ o kreskiñ er vro hag e oa un dañjer evit Frañs kement hag evit Unaniezh Europa.