Dimidium
Ezplanedenn
Dimidium (anvadur skiantel: 51 Pegasi b), a zo un ezplanedenn dizoloet d'ar 6 a viz Here 1995 gant Michael Mayor ha Didier Queloz. Treiñ a ra tost-kenañ ouzh he steredenn, Helvetios, hag he gwrezverk a zo uhel-tre, moarvat a-us da 1 000 derez. An hanter eus hini Yaou eo he zolzenn.
Emañ war-dro 50 bloavezh-gouloù diouzh steredeg Pegasos. 51 Pegasi b e oa ar c'hentañ ezplanedenn a oa dizoloet e kelc'htro en-dro d'ur steredenn heñvel ouzh an Heol (51 Pegasi). Patrom ur rummad planedennoù anvet yaouioù tomm eo.
An anv
kemmañBelerofon e oa bet anvet da gentañ, en un doare diofisiel. Er bloaz 2015 e voe anvet Dimidium en un doare ofisiel gant an Unvaniezh Astronomiezh Etrebroadel.
Planedenn (A-ziwar ar steredenn) |
Tolzenn (MJ) |
Period (devezh) |
Radius krenn (UA) |
Ezkreizegezh |
---|---|---|---|---|
b | >0.468 ± 0.007 | 4.23077 ± 0.00005 | 0.052 | 0 |