Dinas Dinlle zo ur gêriadenn vihan eus Kembre, e gwalarn kontelezh Gwynedd. Emañ war ribl Bae Caernarfon, er mervent da gêr Caernarfon. E 2011 e veze komzet kembraeg gant 77,9% eus an annezidi. Brudet eo traezh brav an aod, anvet Morfa Dinlle, ha dont a ra tud a-leizh di e-pad an hañv.

Dinas Dinlle

Kreñvlec'h kemmañ

Dont a ra anv ar gêriadenn eus hini ur c'hreñvlec'h eus Oadvezh an Houarn, a zo e-kichen. Daou gleuz bras a zo en-dro d'ar "bryngaer"-se hag en em gav bremañ tre war bord ar mor. Traezoù zo bet kavet ennañ eus an Eil kantved hag an IIIe kantved hag a ziskouez ez eus bet tud o chom ennañ betek ar mare ma oa Romaned en Enez Vreizh.

Brudet eo ar c'hreñvlec'h-se abalamour ma kaver dirazañ, er mor, un enezennig anvet Caer Arianrhod, ma oa annezet an doueez Arianrhod a reer anv anezhi e-barzh Math, mab Mathonwy, unan eus skourroù ar Mabinogi.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.