Dindan ar seizh avel

Dindan ar seizh avel zo ul levr brezhonek evit ar grennarded skrivet gant Fañch Rebours hag embannet gant Ti-embann ar skolioù (TES) e 2021. Skeudennaouet eo gant Agnès Guillot.

Diverradenn

kemmañ
Istor kentañ

Aogust a oa un den bihan, ur paotrig, gant tri breur hag ur c'hi. Aet e oa da Enez ar Skorn da vorueta, met e vag he doa graet peñse peogwir he doa skoet en ur vag all...

Eil istor

Klaoda a oa merc'h d'ur c'habiten. Fellout a rae da hennezh kaout ur mab. Aet e oa Klaoda hag he mamm war vor gant an tad evit ma vefe graet ur breur bihan da Glaoda, evit ur veaj tro-dro d'ar bed. Kejet he doa Klaoda gant Gwenole, ur mous a laboure war ar vag...

Tudennoù

kemmañ
Istor kentañ
  • Erwan, ur breur da Aogust
  • Izili an akipaj
  • Fridu, ar c'hi
  • Kabiten ar vag Marivonig
  • Aogust
  • Ar medisin
  • Kabiten ar C'homet.
Eil istor
  • Klaoda
  • Alar
  • Ar c'habiten (tad Klaoda)
  • Ar vamm
  • Ar pennmestr
  • Ar vartoloded
  • Gwenole

Ar skrivagner

kemmañ

Ur skrivagner brezhonek ha gallek eo Fañch Rebours. O chom e Sant-Loup emañ, e Bro-Oueloù. Skolaer eo. Labourat a ra er skol Mona Ozouf e Plouha. Dre e familh e anavez istorioù pesketaerien Enez ar Skorn, hag awenet eo bet e istorioù gant darvoudoù gwirion.

An endro istorel

kemmañ

Tremen a ra an istorioù e fin an XIXvet kantved hag e penn-kentañ an XXvet kantved. Gwechall e veze Bretoned o vont da vorueta e-kichen Enez ar Skorn, ha lod anezhe a varve er mor. Bezioù martoloded vreton a gaver en Enez ar Skorn hiziv-an-deiz, Pempoulliz dreist-holl. Graet e veze c'hoazh gant bagoù-dre-lien peogwir e kouste ker ar glaou evit ar bagoù-dre-dan.

Skeudennoù

kemmañ

Skeudennoù zo el levr, skeudennoù bigi da skouer, evit diskouez ar pesketaerezh e-kichen Enez ar Skorn, hag evit deskrivañ ar bigi.
Kartennoù zo ivez evit diskouez ar beajoù. Brastresoù zo ivez evit an displegadennoù teknikel, ha testennoù war an endro istorel. Poelladennoù zo ivez, peogwir eo graet al levr evit bezañ implijet er skolioù.

Levrlennadur

kemmañ