Diosez
Un diosez (latin: diœcesis pe diocesis) a oa un unanenn velestradurel eus an Impalaeriezh roman diwezhañ a oa bet krouet gant Diokletian (adal mare an detrarkiezh, 293-307).
Meur a broviñs a oa en un diosez. Pevarzek diosez a voe savet bodet d'o zro e beder frefedelezh. E penn an diosezoù e oa ur vikel a oa dileuriad sivil an impalaer.
Kemeret eo bet da ziazez framm an diosezoù hag ar bevennoù anezho gant an Iliz katolik roman evit mont da sevel an eskoptioù kentañ.