Disheolier
Un disheolier zo ur benveg da zisheoliañ an dud, da reiñ dezho disheol, dezho da c'hallout chom er-maez hep gouzañv nerzh an heol.
Penaos eo
kemmañTennañ a ra d'an disglavier un tamm, met kalz brasoc'h e vez peurliesañ. Evel an disglavier e ra evel un tamm toenn a-us d'ar pennoù, gant un tamm danvez stegnet d'ober disheol. Pa ne vez ket tev a-walc'h e c'haller santout an tommder a-dreuz an disheolier evelkent.
A bep seurt disheolieroù zo: ar re vihan a vez douget gant an dud, hag ar re vrasoc'h, kalz ponneroc'h, hag a vez lakaet e-kichen taolioù ha kadorioù, da zebriñ er-maez, pe e-kichen kadorioù-hir, d'an dud da c'hourvez a-wechoù.
Disheoliañ pinvidien
kemmañE kevredigezhioù zo e weler tud pinvidik gant mevelien o terc'hel disheolieroù dreist o fenn.
En Europa ar XVIIvet kantved e veze morianed yaouank, sklaved e gwirionez, e tiegezhioù zo o terc'hel an disheolier a-us da bennoù maouezed an tiegezhioù pinvidik.
En aod
kemmañPlijout a ra d'an hañvourien astenn en heol met pa vez re greñv nerzh an heol e plij dezho kavout un tamm disheol dindan un disheolier. A-wechoù e nij kuit an disheolier gant an avel.
Arouez
kemmañArouez ar rouaned e oa an disheolier gwenn e Gevredazia . E welout a c'haller war ardamezioù Kambodia, ha re Laos a-raok 1975.
Liammoù
kemmañ
Taolennoù
kemmañ-
Ar roue pers Xerxes dindan un disheolier, e Persepolis.
-
Michelangelo o tiskouez patromig Iliz Sant Pêr da Jul II. Livadur gant Domenico Cresti. Firenze. Ar pab Jul II a ouie ober gant un disglavier ivez.
-
Pourmenadenn ar Sul, gant Carl Spitzweg, 1841
-
Camille Monet hag he mab Jean, gant Claude Monet.
-
Maouez el liorzh, gant Claude Monet.
-
Pupli, gant Claude Monet.
-
Poltred an Dimezell Valtesse de la Bigne, gant Henri Gervex
-
Itron he disheolier, gant Hamilton Hamilton.
-
Baleadenn-veure, gant John Singer Sargent
Skeudennoù
kemmañ-
Sarah Bernhardt, Itron ar C'hamelia ha plac'h he disheolier.
-
Paotr en e goazez en aod dindan un disheolier.
-
Diskuliañ ur c'hevrin: Petra ma Doue zo dindan un disheolier?
-
Daou zen dindan un disheolier, e Sina.
-
E 1920