Dolbenmaen zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e kontelezh Gwynedd, e hanternoz Kembre.

Dolbenmaen
kumuniezh, kêriadenn
Anv ofisielDolbenmaen, Dolbenmaen Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
E tiriadKontelezh Gwynedd Kemmañ
Kontelezh istorelSir Gaernarfon Kemmañ
Daveennoù douaroniel52°58′5″N 4°13′41″W Kemmañ
Statud gladelNational Monuments of Wales Kemmañ
Kod-postLL51 Kemmañ
Daveennoù an Ordnance SurveySH506430 Kemmañ
Map
Iliz parrez Dolbenmaen

Er gumuniezh ez eus kêriadennoù all : Bryncir, Cenin, Garndolbenmaen, Golan, Llanfihangel-y-Pennant, Penmorfa ha Pentrefelin. E 2011 e oa 1 343 a annezidi er gumuniezh ha 67,8% anezho a gomze kembraeg.

Kêr-benn cwmwd Eifionydd e oa Dolbenmaen gwechall, en XIIvet kantved[1], hag unan eus lezioù priñsed Gwynedd. E 1230 e oa bet kaset e lez gant Llywelyn Fawr da gastell Cricieth. Bremañ ne weler nemet aspadennoù eus ar voudenn-gastell, e-kichen an iliz.

Notennoù

kemmañ
  1. Criccieth Visitors' Map and Brief History, 2002, Cymdeithas Hanes Eifionydd