Don't Bother Me eo ar c'hentañ kanaouenn savet, ton ha son, gant George Harrison (1943-2001) evit ar strollad The Beatles.

Ret e voe gortoz betek miz Eost 1965, pa voe embannet an albom Help!, a-raok klevet div oberenn ouzhpenn krouet ha kanet gant Harrison : I Need You ha You Like Me Too Much.

Istorig ar ganaouenn

kemmañ

Skrivet e voe e miz Eost 1963 gant ar gitarour saoz tra m'edo-eñ e Palace Court Hotel e Bournemouth (Dorset, Bro-Saoz) o tiskuizhañ, hag eñ gwall glañv (un digarez mat da sevel ur sonenn, Don't Bother Me (Roit peoc'h din) an titl anezhi). En e levr[1] e tispleg ar c'hazetenner Steve Turner (1949-) en devoa graet e vennozh Harrison sonaozañ Don't Bother Me evit ma paouezje Bill Harry[2] (1938-) d'e atahinañ diehan o c'houlenn digantañ pegoulz 'ta e vije skrivet ur ganaouenn all gant ar gitarour war-lerc'h Cry for a Shadow[3], bet embannet e... 1961.

Enrollet e voe gant ar strollad en e bezh d'an 11-12 a viz Gwengolo da-heul, da vezañ embannet war o albom With The Beatles d'an 22 a viz Du (a-gevret gant trizek kanaouenn all). Adkemeret e voe ivez war an albom Meet the Beatles! a voe embannet d'an 20 a viz Genver 1964. He c'hlevet a c'heller e-barzh ar film A Hard Day's Night deuet e-maez d'ar 6 a viz Gouere 1964 er Rouantelezh-Unanet.

2:29 he fadelezh e oa bet produet evit al label Parlophone gant produer boas ar strollad, George Martin (1926-).

Levrlennadur

kemmañ
  • Tim Hill, THE BEATLES Quatre garçons dans le vent, Éditions Place des Victoires, miz Here 2008 pajennoù 427-441.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. L'INTÉGRALE BEATLES Les secrets de toutes leurs chansons, éditions Hors Collection, 1995, pajenn 37.
  2. Bet savet ar gelaouenn sonerezh Mersey Beat gantañ d'ar 6 a viz Gouere 1961.
  3. Div ganaouenn all a voe krouet gant Harrison kent : In Spite of All the Danger e 1958 a-gevret gant Paul McCartney ha Cry for a Shadow e 1961 a-gevret gant John Lennon.