Dorotea Gonzaga
Dorotea Gonzaga a oa ur briñsez italian er XVvet kantved.
Merc'h e oa da Ludovico III Gonzaga, markiz Mantova etre 1444 ha 1478, ha da Barbara di Brandeburgo.
He c'hoar Susanna a oa tri bloaz anezhi pa voe klasket gant dug Milano, Francesco Sforza, evit e vab Galeazzo Maria. Met ar plac'hig a oa distummet he livenn-gein, evel ma oa hini Paola Malatesta, pried Gianfrancesco Gonzaga, hag e-lec'h an dortez e voe roet Dorotea d'ar Milanad e 1457.
Eured
kemmañE 1466 e timezas da Galeazzo Maria Sforza. Mervel a reas bloaz goude, e 1467. N'he devoa ket bet amzer da ren e dugelezh Milano
Goude he marv
kemmañHe fried ac'h addimezas da Bona di Savoia (dugez Milano).