Bona di Savoia (dugez Milano)
Bona di Savoia (Bonne de Savoie e galleg), ganet d'an 10 a viz Eost 1449, pe e Chambéry pe en Avigliana, ha marvet d'ar 17 a viz Du 1503 e Fossano, a oa ur briñsez italian hag a voe dugez Milano pa zimezas da 18 vloaz d'an dug Galeazzo Maria Sforza.

He buhezAozañ
Pemzekvet bugel Ludovico Iañ Savoia (1413-1465), dug Savoia, e oa. He mamm a oa Anna Lusignan (1419-1462), a oa merc'h da Janus Kiprenez (1375-1432), roue Kiprenez, ha Charlotte de Bourbon (1388-1422).
E miz Gouehere 1461 e fellas d'ar roue gall nevez Loeiz XI, pried da Charlotte de Savoie, skoulmañ un emglev gant dug Milano, Francisco Sforza, ha tiegezh Savoia, war zigarez dilezel gwirioù Bro-C'hall war gêrioù italian Genova ha Savona.
Kement-se a voe aprouet gant Francisco Sforza, goude ma veze kustum d'ober emglev gant kurunenn Aragon rouantelezh Naplez.
D'ar 24 a viz Ebrel 1467 e varvas Dorothée Gonzaga (1449-1467), pried Galeazzo Maria Sforza (1444-1476), mab henañ Francisco Sforza, dug Milano war-lerc'h e dad abaoe an 8 a viz Meurzh 1466. Sede an intañv o klask gwreg hag o teurel e c'hoant war unan eus merc'hed e amezeg Ludovico Iañ Savoia, Bona di Savoia.
Dimeziñ dre hanterouriezh a voe e kastell Amboise, e Bro-C'hall, d'an 10 a viz Mae 1468, dirak Tristano Sforza, hantervreur Galeazzo Maria Sforza.
D'ar 7 a viz Gouhere, en iliz-veur Milano, e voe lidet eured Bona, 18 vloaz, ha Galeazzo Maria Sforza.
Bevañ a rae Bona e kastell an tiegezh Sforza e Milano, anvet Castello Sforzesco[1], gant he fevar bugel, ganet etre 1469 ha 1473.
He renAozañ
Ne grogas buhez politikel Bona nemet goude muntr he fried, d'ar 26 a viz Kerzu 1476.
Nemet 7 vloaz hanter ne oa o mab Gian Galeazzo Sforza pa en em gavas dug Milano.
Bona a voe dugez en e lec'h, hag a gemeras da guzulier Cicco Simonetta, sekretour he fried, a oa bet anvet da gulator o mab ur wech all, e 1473, pa oa bet gwall glañv an dug.
Bec'h avat a voe gant eontred ar bugel, ha Ludovico Sforza en o fenn, heuliet gant Ascanio, Sforza Maria, Ottaviano, Filippo Maria[2].
Kenkent ha miz C'hwevrer 1477 e rankas Bona, gant skoazell Loeiz III Mantova, markiz Mantova, ober d'ar vreudeur chom e pep a di].
Goude dezho mougañ un emsavadeg e Genova e klaskjont afer ouzh Cicco Simonetta dre m'en doa re a c'halloud, hervezo, e gouarnamant an dugelezh. E miz Mae 1477 e voe bac'het ur mignon dezho, Donato del Conte, hag int neuze d'en em sevel, met trec'het e voent, barnet ha harluet. Ma voe peoc'h ur pennad digant Ludovico Sforza. Met gwalennoù all a oa estreget he breudeur-gaer: naonegezh ha kleñved-red a voe er vro e 1478 .
Ouzhpenn-se e voe faezhet arme Milano d'ar 1añ a viz Gouhere e Busalla gant emsavidi Genova, renet gant Roberto Sanseverino, ur c'hamarad d'ar vreudeur-gaer.
D'an 28 a viz Kerzu e c'hoarvezas emgann Giornico, pe ar Vein Vras (Sassi grossi) etre arme Milano ha hini gwazed menezioù an Tessino
[3] ha trec'h e voe ar Suised, kollet ar Valle Leventina gant Milano ha daskoret da ganton Uri.
E deroù 1479 e voe gwelet Ludovico Sforza en-dro, ha gantañ Sforza Maria ha Roberto Sanseverino. Aet e oa an daou vreur da vriganted, gwastañ a rejont Toskana da gentañ, bro Genova goude, gant Obietto Fieschi en dro-mañ. Lakaet e voent e-maez al lezenn ha kemeret o madoù diganto.
E miz Gouhere 1479 e varvas Sforza Maria, lonket kontamm gantañ[4] Ludovico a gemeras neuze an titl a " zug Bari".
Gant 8 000 den armet e voe kemeret Tortona ganto e miz Eost 1479, ha freuz ha reuz a voa lakaet e tolead Alessandria
Koll ar galloudAozañ
Emañ e relegoù er c'h-Castello Sforzesco, kastell an tiegezh Sforza, ma veve Bona en amzer ma oa dugez.
He bugaleAozañ
Pevar bugel he doe Bona:
- Gian Galeazzo Sforza (1469-1494) a voe dug war-lerc'h e dad Galeazzo Maria hag a zimezas da Isabelle Naplez (1470-1524)
- Ermes (1470-1503), a voe markiz Tortona
- Bianca Maria Sforza (1472-1510) a zimezas e 1493 d'an impalaer Maximilien Ier du Saint Empire
- Anna Maria Sforza (19 a viz Gouhere 1473 - 30 a viz Du 1497) a zimezas da Alfonso Iañ d'Este, dug Ferrara d'ar 17 a viz Genver 1491.
NotennoùAozañ
- ↑ Gwelout ar pennad er wikipedia italianek Castello Sforzesco di Milano.
- ↑ Filippo Maria : trede bugel Francesco Sforza, ha n'eo ket Philippe Marie Visconti, eil mab Gian Galeazzo Visconti.
- ↑ An Tessino, a zo unan eus kantonioù Suis hiziv, ne oa nemet ur rannvro neuze,
- ↑ Lavaret e veze e oa bet aozet an taol gant Cicco Simonetta.
- Dihelloù : Storia di Milano : Istor Milano
Liammoù diavaezAozañ
Pennadoù karAozañ
LevrlennadurAozañ
- Mariana Frigeni Careddu, Ludovico il Moro. Piacenza, Sperling e Kupfer 1997. ISBN 88-200-2434-9