Francesco Iañ Sforza

Francesco Sforza ( 1401-1466), a oa condottiero er c'h-Quattrocento. Dont a reas da vout dug Milano war-lerc'h marvet an dug Filippo Maria Visconti e 1447, pa zimezas da Bianca Maria Visconti, pennhêrez, war-lerc'h dibenn ar Republik Ambrozian (1447-1450).

Francesco Sforza (1401-1466), dug Milano.

E vuhez Aozañ

Ganet e oa e San Miniato, e Toskana, e 1401. Mab bastard e oa da Muzio Attendolo « Sforza » ha da Lucia Terziani, eus Marsciano.

E dad a oa condottiero, genidik eus Pescara, hag a vrezelias evit an Tiegezh Visconti, goude Firenze, ha duged Anjev Naplez. E vugaleaj a dremenas e Firenze hag e lez Niccolò III d'Este e Ferrara. Eno e voe desket mat, gant Guarino Guarini dreist-holl, lesanvet il Veronese. Da-heul e da ez eas da vrezeliñ da Naplez. Eno, da unnek vloaz, e miz Kerzu 1412, e voe anvet da gont Tricarico gant ar roue Ladislao Iañ hag armet en marc'heg.

Ar c'hontig (" Il conticello"), evel ma veze graet anezhañ neuze, a zimezas da Polissena Ruffo, un dimezell eus skourr Montalto, intañvez ar marc'heg gall Giacomo de Mailly, perc'henn douaroù bras. Seitek vloaz e oa, pa voe graet an eured, d'an 23 a viz Here 1418, e Rossano. Ne oa ket bihan an argouroù: Paola, priñselezh Rossano, Calimera, Caccuri, Montalto, Policastro ha douaroù all hag a voe fiziet en Angelo Simonetta. E 1420 e varvas Polissena goude genel ur verc'h, Antonia Polissena, a varvas buan ivez.

En 1424 e varvas tad Francesco, ha kemeret e voe penn e armead gant e vab, a laboure evit an hini a baee ar muiañ.

Evit Janed II Naplez e lakaas seziz war gêr Naplez. Servij a reas Tiegezh Visconti Milano a-enep Republik Venezia hag ar pab Ujen IV a dennas marz Ancona digantañ.

En 1434 e teuas ar pab da ginnig dezhañ an titloù a vikel ar pab ha gonfalonniero an Iliz evit mont a-enep en échange de son service a-enep Milano.

Neuze e reas emglev gant Venezia. Sforza a laoske Brescia ha Crema ganti, hag en eskemm e oa anavezet evel aotrou an holl zouaroù a c'hallje tapout. Hag eñ da gemer Pavia, Novaro hag Alessandria, ha goude mont da lakaat seziz war gêr Milano, a voe kemeret gantañ d'ar 26 a viz C'hwevrer 1450. Neuze e voe anvet da aotrou ha dug kêr.

Dimeziñ ha bugale Aozañ

 
E bried Bianca Maria Visconti, poltredet gant Bonifacio Bembo (Milano, Pinacoteca di Brera)