Alessandro Sforza
Alessandro Sforza (Cotignola, 1409 – 1473) a oa condottiero italian, Aotrou Pesaro, penn skourr pesarat an Tiegezh Sforza.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù ar Pab |
Anv-bihan | Alessandro |
Anv-familh | Sforza |
Deiziad ganedigezh | 21 Her 1409 |
Lec'h ganedigezh | Cotignola |
Deiziad ar marv | 3 Ebr 1473 |
Lec'h ar marv | Pesaro |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Gwallzarvoud eus gwazhied an empenn |
Lec'h douaridigezh | Pesaro |
Tad | Giacomo Attendolo |
Mamm | Lucia Terzani |
Breur pe c'hoar | Francesco Iañ Sforza, Leone Sforza, Elisa Sforza, Antonia Sforza |
Pried | Seraphina Sforza, Costanza da Varano |
Bugel | Battista Sforza, Costanzo I Sforza, Ginevra Sforza, Antonia Sforza |
Familh | Tiegezh Sforza |
Yezhoù komzet pe skrivet | italianeg |
Micher | condottiero |
Implijer | Iliz katolik roman, Francesco Iañ Sforza |
Karg | seigneur |
Deskrivet dre | Sforza Triptych |
Mab bastard da Muzio Attendolo Sforza, ha da Lucia Terziani da Marsciano, e oa Alessandro Sforza.
Breur e oa da Francesco Iañ Sforza, aotrou Milano, ha brezeliñ a reas gantañ meur a wech dindan e urzhioù, evit kemer douaroù ha kêrioù.
E 1442 en Assisi e oa o stourm ouzh arme ar pab Ujen IV, renet gant Niccolò Piccinino, unan eus meurañ grandi kabitened an amzer, hag ar c'hardinal Cusano. Alessandro Sforza a rankas en em dennañ da Rocca Maggiore, ha leuskel kêr d'ar breizherien ha freuzas Assisi, war-bouez div iliz, hini San Francesco ha hini Santa Chiara.
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimeziñ a reas e Kerzu 1444 da Costanza da Varano (1428-1447), merc'h da Pietro Gentile Iañ da Varano, ha daou vab o doe :
- Battista Sforza (1446 - 1472), a zimezas e 1460 da Frederico III Montefeltro (1422-1482), dug Urbino
- Costanzo Iañ Sforza (1447-1483), aotrou Pesaro, a zimezas da Camilla da Marzano († 1490), dugez Sessa.
Mervel a reas Costanza er gwentloù o c'henel Costenzo.
Bloaz goude, e 1448, ec'h addimezas da Sveva da Montefeltro (1434–1478), merc'h da Guidantonio da Montefeltro, kont Urbino. E 1457, dre aon rak un irienn gant an Tiegezh Malatesta da adkemer Pesaro, e lakaas anezhi en ur gouent.
Tri bastard en doe ivez :
- Giovanni Sforza (1466 - 1510), pried kentañ Lucrezia Borgia, tad da (Giuseppe Maria) Costanzo II Sforza
- Galeazzo Sforza (1470 - 1519)
- Ginevra Sforza (Ancona, 1440 - Bologna, 1507), dimezet div wech da zaou aotrou (podestà) eus kêr Bologna, eus an Tiegezh Bentivoglio :
- en 1452 da Sante Bentivoglio, aotrou Bologna, gonfaloniere (1426-1463)
- en 1464 da Giovanni II, aotrou Bologna (1443-1508)
Levrlennadur
kemmañ- (de) Klaus Schelle: Die Sforza. Stuttgart 1980, ISBN 3512005772.
Liammoù diavaez
kemmañ(it)
- Sforza enEnciclopedia Italiana
- Sfòrza ‹-za› en Enciclopedia Italiana