Ginevra Sforza
Ginevra Sforza (Ancona 1440-1507) a oa ur briñsez italian eus ar XVvet kantved, eus an Tiegezh Sforza.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Kingdom of Italy |
Anv-bihan | Ginevra |
Anv-familh | Sforza |
Deiziad ganedigezh | 1440 |
Lec'h ganedigezh | Ancona |
Deiziad ar marv | 26 Mae 1507 |
Lec'h ar marv | Busseto |
Tad | Alessandro Sforza |
Mamm | NN |
Pried | Giovanni II Bentivoglio, Sante Bentivoglio |
Familh | Tiegezh Sforza |
Merc'h bastard e oa da Alessandro Sforza, aotrou Pesaro.
Dimeziñ a reas e 1454, en iliz San Giacomo Maggiore[1] da Sante Bentivoglio, un den war an oad, hag a oa aotrou kêr Bologna, ha kenderv da Giovanni II Bentivoglio.
Daou vugel o doe[2]:
- Costanza (1458-1491), a zimezas da Antonmaria Pico da Mirandola;
- Ercole Bentivoglio (1459-1507), condottiero, a zimezas da Barbara Torelli.
E 1463 e chomas intañvez, ha bloaz goude ec'h addimezas da Giovanni II, hag e teuas da vezañ he c'huzulierez[3]. Moarvat e oant krog d'en em zaremprediñ abaoe ur pennad[4].
Ginevra he doe c'hwezek bugel all gant Giovanni, ha pemp anezho a varvas en-bugel :
- Annibale (1469-1540) a zimezas da Lucrezia d'Este, merc'h da Ercole Iañ d'Este, hag a voe aotrou Bologna etre 1511 ha 1512;
- Ermes (-1513)
- Alessandro (1474-1532), a zimezas da Ippolita Sforza (1481-1520);
- Camilla, leanez e kouent Corpus Domini
- Isotta, leanez e kouent Corpus Domini
- Francesca, dimezet da Galeotto Manfredi che uccise;
- Antongaleazzo, beleg
- Eleonora
- Laura, dimezet da Giovanni Gonzaga
- Violante, dimezet da Pandolfo IV Malatesta
- Bianca.
.
Mignonez e oa da Gentile Budrioli, pried d'an noter Alessandro Cimieri, studierez e skol-veur Bologna, tamallet dezhi bout sorserez, devet en he bev en 1498.
En 1466 e voe anavezet gant ar pab Paol II aotrouniezh Giovanni II, ha roet e voe dezhañ vikeliezh Bologna.
Kazeg a reas irienn an tiegezh Malvezzi en 1488, met en 1501 e voe un irienn all a-enep an tiegezh Bentivoglio, steuet gant an tiegezh Marescotti. Diwar ali Ginevra e voe lazhet un toullad mat a dud eus an tiegezh-se, kement ha reiñ ur gentel vat dezho.
En 1505 ez eas an iriennerien chomet bev da glemm da Roma dirak ar pab Jul II, ha hennezh a c'hourc'hemennas da Giovanni II ha d'e diegezh kuitaat Bologna. Ginevra, a oa tec'het da gêr Parma, da-gichen ar markiz Pallavicino, a voe ezkumunuget rak ne oa ket aet pell a-walc'h diouzh kêr Bologna. Pediñ hag aspediñ ar pab a reas Ginevra evit bezañ resevet e kastell Ponte Poledrano (hiziv Castello di Bentivoglio) ma oa aet ar pab da chom.
E Bologna e voe preizhataet madoù an tiegezh Bentivoglio, ha distrujet ar Palez Bentivoglio zoken.
Mervel a eure Ginevra Sforza d'ar 16 a viz Mae 1507 ha beziet en ur foz kumun e-kichen Busseto. Bloaz goude e varvas he fried Giovanni II.