Barbara Torelli (Montechiarugolo, ~1475Bologna, goude ar 7 a viz Du 1533) a oa un Italianez eus an noblañs izel en Emilia.

Murlivadur gant Pisanello e kastell Montechiarugolo
Kastell Montechiarugolo

Merc'h e oa da Marsilio Torelli ha Paola Secco. He zad Marsilio en devoa dilezet e garg en Iliz e 1462, pa oa beuzet e vreur henañ Marcantonio Torelli en ul lenn, hag aet e oa da servij an Tiegezh Sforza : evito e rae war-dro douar Montechiarugolo.
He mamm a oa merc'h da Francesco Secco (Caravaggio, 1423 - Vicopisano, 1496), kabiten a vrezel, a oa dimezet e 1451 da Gaterina Gonzaga, bastardez da varkiz Mantova, Ludovico III Gonzaga ; dre-se e oa Barbara kar da renerien Mantova.

Eured kentañ : Ercole Bentivoglio

kemmañ
 
Ar markiz Francesco Gonzaga

Dimeziñ a reas Barbara d'ar brezelour Ercole Bentivoglio (1459-1507), c'hwezek vloaz koshoc'h egeti.
Hennezh a oa mab da Sante, ha da Ginevra Sforza. E dad a oa aotrou kêr Bologna, e vamm a oa ur verc'h vastard da Alessandro Sforza, aotrou Pesaro.
Ercole a oa ivez niz da dad-kozh Barbara, Francesco Secco, kabiten en arme Firenze, a vrezelas a-enep Genova. Bugale o doe, met ne voe ket ur briedelezh eürus.

E Pisa e oant o chom adal fin 1491 betek deroù 1494. Er bloavezhioù-se eo e voe ganet o div verc'h, Costanza ha Ginevra. E 1494 ez eas Bentivoglio d'ober brezel da gêr Bisa. En hañvezh 1500 ez eas Barbara da chom da Fermo, en ur palez prestet d'he fried, hag a oa e-keit-se o servij Stadoù ar Pab. Eno e c'hoarvezas ar reuz a lakaas fin d'ur briedelezh ha ne oa ket bet eürus nepred. Kavout a reas Bentivoglio e oa bet ur mevel o laerezh, ha hennezh, evit bezañ didamallet, a lavaras edo e vestrez o klask kontammañ he fried tra ma oa o toganiñ he fried gant ur c'henvreur brezelour.

Eil eured : Ercole Strozzi

kemmañ

Daremprediñ a reas lezioù dugelezh Mantova ha dugelezh Ferrara, ma anavezas Isabella d'Este, Lucrezia Borgia hag ar barzh Ercole Strozzi, a voe hec'h eil pried. Lazhet e voe Ercole e 1508 e Ferrara.

Ur sonedenn lakaaet war anv B. Torelli

kemmañ

Goude ma ne oa ket barzhez e vez lakaet ur sonedenn war he c'hont, savet en eñvor d'he fried drouklazhet, ur pezh hag a voe meulet en hec'h amzer[1]

.
Spenta è d'Amor la face, il dardo è rotto,
e l'arco e la faretra e ogni sua possa,
poi che ha Morte crudel la pianta scossa,
a la cui ombra cheta io dormia sotto.

Deh perché non poss'io la breve fossa
seco entrar, dove l'ha il destin condotto,
colui che appena cinque giorni e otto
Amor legò pria de la gran percossa?

Vorrei col foco mio quel freddo ghiaccio
intepidire, e rimpastar col pianto
la polve, e ravvivarla a nuova vita:

e vorrei poscia, baldanzosa e ardita,
mostrarlo a lui, che ruppe il caro laccio,
e dirgli: - Amor, mostro crudel, può tanto

Notennoù

kemmañ
  1. (en) (it) Cirigliano, Marc A. : Melancolia Poetica – A Dual Language Anthology of Italian Poetry 1160-1560, Troubador Publishing Ltd, 2007 (ISBN 978-1-905886-82-1)