Dorset Street (Spitalfields)

Dorset Street a oa ur straed e-kreiz karter Spitalfields en East End e Londrez, e Bro-Saoz. Arabat eo kemmeskañ ar c'harter-se gant an hent gant ar memes anv e Marylebone, el lodenn eus Londrez anvet West End.

Dorset Street poltrijet e 1902 evit levr Jack London The People of the Abyss. Miller's Court a oa treuzet gant un hent a weler a-zehoù
An niverenn 13 e Miller's Cour
Miller's Court e Dorset Street hiziv-an-deiz

Brudet e oa bet evel "the worst street in London (gwashañ straed Londrez)". Eno e voe lazhet Mary Jane Kelly gant ar muntrer brudet Jack the Ripper d'an 9 a viz Du 1888. Ar muntr euzhus a voe sevenet e lojeiz ar vaouez a oa lec'hiet en Niverenn 13, e Miller's Court, un hent tremen etre ar 26 hag ar 27, Dorset Street.

Savet e voe e 1674 hag anvet 'Datchet Street' (kazi sur diwar anv William Wheler of Datchet, perc'henn an douaroù) ; nebeut amzer goude e voe adanvet Dorset Street. Evit an annezidi e oa anavezet evel "Dosset Street" pe "Dossen Street", marteze dre ma oa re ziaes da zistagañ gant an enbroidi pe dre ma oa kalz tiez doare doss-house.

Un alez Little Paternoster Row a oa liammet gant Dorset Street ha Brushfield Street. E-kreiz an XIXvet kantved, un den anvet John Miller en devoa savet ranndioù el liorzhoù a-dreñv perc'hennet gantañ er 26 ha 27, e kostez norzh Dorset Street. Evit mont en dachenn vihan-se e oa ret dont dre ur strizhenn etre ar 26 hag ar 27, anvet neuze Miller's Court. En Niverenn 13 e Miller's Court e voe lazhet Mary Jane Kelly, el lodenn a-dreñv eus ar savadurioù er 26 Dorset Street.