Douar Nutca
San Lorenzo de Nutca a oa anv ur vro a-hed aod kornok Norzhamerika, anezhi inizi Nutca, Quadra ha Vancouver, Flores ha re all eus Strizh-mor Georgia, hag ivez al Lower Mainland, er British Columbia, hag an hanter eus ar broviñs kanadian-se ; hag ouzhpenn stad Washington, ha stadoù Oregon, Idaho, izeldirioù Montana ha Wyoming e SUA. Gouarnet e oa adal kêr Vec'hiko eus 1789 betek 1795, pa voe lakaet e Besrouantelezh Spagn Nevez.
E 1789 e stagas ar Spagnoled, dindan Esteban José Martínez, da sevel Kreñvlec'h San Miguel e pleg-mor Nutca, en Enez Vancouver. Dalc'het e voe ar c'hreñvlec'h gant soudarded eus Katalonia adal 1791 betek 1795 pa voe dilezet.
Eno e voe degemeret ar beajour-tresour Sigismund Bacstrom gant pennoù ar c'hreñvlec'h e-pad un toullad mizioù en 1792-93.
-
Kreñvlec'h spagnol San Miguel, San Lorenzo de Nutca. (Treset gant Sigismund Bacstrom e 1793)
-
Tier e Douar Nutca. Beajoù ar C'habiten Cook, 1790