Dugelezh Prusia
Dugelezh Prusia (pe Herzogtum Preußen en alamaneg; Ducatus Prussiae e latin; Prusy Książęce e poloneg; Prūsijos kunigaikštystė e lituaneg; Ercōgista Prūsija e henbruseg) a oa un dugelezh e reter Prusia etre 1525 ha 1701. Ar c'hentañ priñselezh alamanek o treiñ ouzh al luterianegezh e oa, goude ma oa polonegerien ha lituanegerien enni ivez.

Skoed an Urzh Teutonek
Er skridoù kozh hag e latin e vez graet anv eus Prut(h)enia da gomz eus Dugelezh Prusia, evel eus Rouantelezh Prusia, ar vro amezek er c'hornôg, pe eus Prusia Teutonek.