Durocornovium
Durocornovium a oa ur gêr roman e proviñs Britannia, war an hent a gase eus Corinium Dobunnorum (Cirencester) da Calleva Atrebatum (Silchester).
Anv
kemmañMeneget eo an anv Durocornovio en Itinerarium Antonini 4855 (Iter XIII).
Duro- zo ur ger keltiek a dalvez kement ha "dor" (kar da c'herioù indezeuropek all, evel "door" e saozneg pe "forum" e latin) ha, dre astenn-ster, "kêr mogeriet, marc'had, kêriadenn".,[1]
Cornovium a c'hall bezañ un anv boutin keltiek a dalveze "korn, gourenez", pe anv ur bobl, Cornovii ar Midlands, hag a oa o vevañ en-dro da Wroxeter[2].