Dydoe
Un doare toullgorfañ eo an dydoe, ha gantañ e vez toullet riblenn mezenn ar c'halc'h.
Peurliesañ e vez staliet ur bravig e kreiz ar vezenn, met bez' e c'helelr ivez kas da benn ivez un dydoe doubl. Ralo'ch eo "kurunenn ar roue" pa vez staliet meur a dydoe an eil war-lerc'h egile tro-dro da riblenn ar vezenn. Pa vez toullet adalek riblenn ar vezenn a-dreuz da gorf ar vezenn betek dont er-maez war-du penn ar vezenn e vez graet ur zephyr anezhañ.
Peurliesañ e vez staliet war kalc'hoù bet didroc'het rak pod ar vezenn a vir ouzh ar gloazadur da bareañ.
Unan eus an toullgorfadurioù poaniusañ eo an dydoe rak toullet e vez lodenn kizikiañ ar c'halc'h.
Pa vez kevellet gant un apadravya e vez graet ur groaz voemus anezhañ.
Istor
kemmañGwisket e veze an toullgorfadur-mañ gant ar bobl dayak.
Evel meur a doullgorfeerzh all e veze graet gant paotred heñvelrevel da gentañ ha tud a blij dezhe ar sadomasocherezh, met deuet eo da vezañ boutinoc'h abaoe m'eo deuet an toullgorferezh da vezañ ur c'hiz e sevenadur ar C'hornôg adalel diwezh ar bloavezhioù 1980-deroù ar bloavezhioù 1990.