Ebba Sparre, pe Ebba Larsdotter Sparre af Rossvik (1629 – 19 a viz Meurzh 1662) a oa ur gontez svedat, dimezell a enor e lez Sveden, hag ivez karantez ha serc'h d'ar rouanez Kristina Sveden en he yaouankiz .

Ebba Sparre, karantez yaouankiz ar rouanez Kristina Sveden

Merc'h e oa Ebba Sparre da Lars Eriksson Sparre, den a stad ha marichal, ha d'e bried Märta Banér. Merc'h-vihan e oa d'ar c'hanseller Erik Larsson Sparre.

Brudet e oa kened Ebba Sparre el lez, hag anavezet e oa evel La belle comtesse (Ar Gontez vrav). Pa veze aozet abadennoù koroll, pe barrez, el lez, eo hi a veze lakaet da c'hoari Venus[1]. He darempredoù tost gant ar Rouanez Kristina a lakae meur a hini da soñjal e oant karourezed; tud zo koulskoude a lavar n'eo ket prouet.

Kristina a dremene an darn vrasañ eus hec'h amzer gant 'la belle comtesse' - hag alies e komze eus he c'hened. he c'hinnig a reas d'ar c'hannad saoz Whitelocke evel he c'hompagnunez-gwele, o lavarout e oa ken bamus spered Ebba Sparre evel he c'horf.[2] Pan eas Kristina kuit eus Sveden e talc'has da skrivañ lizhiri karantez birvidik d'ar gontez, ma lavare enne e karje anezhi da viken. Lizhiri entanet a'r seurt-se a oa traoù ordinal en amzer-se, ha kemend-all a veze skrivet gant Kristina el lizhiri a gase da vaouezed ha n'he devoa ket gwelet gwech ebet pa gare o skridoù[3].

Prometet e oa bet dorn Ebba da Bengt Gabrielsson Oxenstierna, met torret e voe ar bromesa ha dimeziñ a reas e 1652 d'ar c'hont Jakob Kasimir De la Gardie, ur breur da Magnus Gabriel de la Gardie, mignon d'ar rouanez, dre youl Kristina. Ur fall dimeziñ e voe.

En 1661 e voe pedet Ebba gant Christina da zont d'he c'haout da Hamburg, ha c'hoantaata reas he gwelout ivez pan eas d'ober un dro da Sveden, met tiegezh Ebba a enebas[4].

Liamm diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Sven Stolpe :Kristina: Drottning & Rebell (Kristina:Rouanez ha Disuj) (2004) p. 56.
  2. Veronica Buckley (2005). Christina; Queen of Sweden. London : Harper Perennial. ISBN 1-84115-736-8. 
  3. Elisabeth Aasen: Barokke damer, edited by Pax, Oslo 2003, ISBN 82-530-2817-2
  4. Leif Lekeby (Swedish): Kung Kristina - Drottningen som ville byta kön (King Christina - the queen who wished to change sex) (2000) p. 44