Edward an Henañ
(Adkaset eus Edouarzh an Henañ (roue Bro-Saoz))
Ur pennad Edouarzh zo ivez.
Ur pennad Edward zo ivez.
Edouarzh an Henañ, pe Edward the Elder e saozneg, pe Eadweard Cyning e hensaozneg (war-dro 874–924), a oa roue an Angled ha Saozon adal 899 betek e varv.
Ren a reas goude marv e dad Alfred Veur e 899. Kemer a reas reter ar Midlands hag East Anglia diwar-goust an Daned e 917, ren e Mercia adal 918 goude marv e choar Æthelflæd.
Pa varvas e dad Alfred Veur, en 899, e rankas Edouarzh talañ ouzh emsavadeg e genderv Æthelwold, a venne kemer ar gurunenn. Mervel a reas hennezh en 902, ma c'hallas Edouarzh kenderc'hel da aloubiñ bro an Danelaw gant skoazell e c'hoar Æthelflæd, a rene e Mercia ar c'hornôg gant he fried Æthelred.
Euredoù ha bugale
kemmañPevarzek bugel en doe, digant teir gwreg, pemp mab ha nav merc'h.
- digant Ecgwynn, a zimezas dezhañ e 893 :
- Æthelstan (marvet en 939), roue Bro-Saoz adal 924 betek e varv e 939 ;
- ur verc'h, marteze anvet Eadgyth (Edith Polesworth ?), a zimezas da Sigtryggr Caoch, roue viking Dulen ha York ;
- digant Ælfflæd, merc'h d'an ealdorman Æthelhelm a greder (eus Wiltshire), a zimezas dezhañ war-dro 900 :
- Ælfweard (mort en 924), peut-être roi du Wessex en 924 ;
- Edwin (marvet en 933) ;
- Æthelhild, bac'het en abati Wilton ;
- Eadgifu (marvet goude 955), dimezet d'ar roue gall Charlez III , roue Frankia occidentalis ;
- Eadflæd, leanez en abati Wilton ;
- Eadhild, dimezet da Hugues le Grand, dug ar Franked ;
- Eadgyth (marvet en 946), dimezet da Otton Iañ an Impalaeriezh santel, roue Frankia orientalis ;
- Ælfgifu, pried da ur priñs eus an Alpoù, chomet dianav ;
- digant Eadgifu, merc'h da Sigehelm, ealdorman Kent , a zimezas dezhañ e 919 :
- Edmund Iañ (marvet en 946), roue Bro-Saoz war-lerc'h e hantervreur Æthelstan, adal 939 betek 946 ;
- Eadred (marvet en 955), roue Bro-Saoz adal 946 betek 955 ;
- Eadburh (marvet en 960), leanez e Nunnaminster , e Winchester ;
- Eadgifu, dimezet da Louis, priñs Akitania, dianav, qui pourrait être la même personne que l'Ælfgifu fille d'Ælfflæd, dupliquée à tort par Guillaume.
En e raok: Alfred Veur |
Roue Bro-Saoz 899- 924 |
War e lerc'h: Æthelstan |