Efraim (mab Yosef)
Hervez ar Bibl e oa Efraim (en hebraeg אפרים, a dalvefe "daou zigoll") unan eus mibien Yosef, mab Yaakov ha Rahel. Pa oa Yaakov war e dalaroù en Egipt e voe degaset dezhañ mibien Yosef evitañ d(o bennigañ[1]. Lakaat a reas Yaakov e zorn dehou war benn Efraim, an hini yaouankañ, ha n'eo ket war benn Menashe, an henañ daoust da Yosef.[2] en ur lavarout "Drezout e vennigo Israel gant lavarout 'Ra lako ac'hanout Doue evel Efraim ha Menashe!' en ur lakat Efraim a-raok Menashe"[3]. "Tad" ar meuriad a doug e anv a voe Efraim, unan eus galloudusañ meuriadoù Israel (sellout ouzh ar pennad Efraim (tiriad)).
Efraim
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv-bihan | Efrem |
Tad | Jozeb, mab Jakob |
Mamm | Asnat |
Breur pe c'hoar | Menashe |
Bugel | Sherah, Shuthelah, Beker, Tahan |
Present in work | Geneliezh 41, Geneliezh 46, Geneliezh 48, Isaiah 9 |