Menashe
Hervez Levr ar C'heneliezh ar Bibl ec'h eo Menashe unan eus an daou vab he deus ganet Asnat, merc'h Potifar, beleg On, da Yosef en Ejipt[1].
Menashe
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Tad | Jozeb, mab Jakob |
Mamm | Asnat |
Breur pe c'hoar | Efraim |
Bugel | Machir, Jair |
Ar mab henañ e oa Menashe, met goude e vreur Efraim e voe lakaet gant o zad-kozh Yaakov p'en doa o benniget o-daou[2]. Hendad unan eus Daouzek meuriad Israel e vefe Menashe, evel e vreur Efraim.