Potifar pe Putiphar (eus an henegipteg pȝ-ḥtp rˁ "prof digant ") a zo, e levr ar C'heneliezh, un ofiser d'ar faraon, karget d'ober war-dro gwarded ar palez.

Potifar
human biblical figure, Quranic character
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
PriedZoulaic'ha, Zoulaic'ha Kemmañ
Present in workGeneliezh 37, Geneliezh 39 Kemmañ
Jozeb ha gwreg Putiphar, gant Bartolome Esteban Murillo

Prenañ a reas ar sklav Jozeb a oa bet gwerzhet gant e vreudeur, ha kaset da Egipt. Deuet e oa Jozeb da vezañ penn ar vevelien. Gwreg Potifar (n'eo ket lavaret hec'h anv) a orgedas ouzh Jozeb, met eñ a nac'has kousket ganti. Tamallet e voe Jozeb neuze gant ar wreg da vezañ klasket he gwallañ, ha taolet e voe Jozeb er vac'h gant Potifar. Diwezhatoc'h e voe tennet alese gant ar faraon.

Er C'horan

kemmañ

Er C'horan eo al-Aziz a vez graet eus Potifar, un anv hag a c'hall diskouez un den uhel e garg ha netra ken rak kement ha "galloudus" e talv Aziz en arabeg). Zouleic'ha eo anv ar wreg en hengoun an islam hag ar yuzevegezh. N'eo ket meneget anv gwreg Potifar er Bibl.

Kavadennoù

kemmañ

Hervez studiadennoù nevez e vefe anavezet Potifar evel Ptahwer, un ofiser da Amenhotep III, faraon eus an XVIIIvet tierniezh.

Taolennoù

kemmañ

Lennegezh

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. (fr) Thomas Mann, Joseph et ses frères
    1. Les histoires de Jacob, Gallimard, 1980, (ISBN 978-2-0702-2925-3)
    2. Le jeune Joseph, Gallimard, 1980, (ISBN 978-2-0702-3013-6)
    3. Joseph en Égypte, Gallimard, 1980, (ISBN 978-2-0702-3074-7)
    4. Joseph le nourricier, Gallimard, 1980, (ISBN 978-2-0702-3102-7)