Egipteg
An egipteg zo ur yezh afrikat-hag-aziat kar tost d'ar berbereg, d'ar semiteg, ha d'ar bejaeg[1]. Chom a reas bev ar yezh-mañ betek ar Vvet kantved goude J.-K. dindan stumm an demoteg ha betek diwezh ar XVIIvet kantved dindan stumm ar c'hopteg. Kavet ez eus bet roudoù skrivet eus egipteg deiziadet eus war-dro 3200, ar pezh a ra anezhañ unan eus ar yezhoù koshañ testeniekaet. Yezh vroadel Egipt hiziv eo arabeg Egipt, en deus kemeret tamm-ha-tamm lec'h ar c'hopteg evel yezh ar vuhez pemdez er c'hantvedoù o deus heuliet aloubadeg vuzulman Egipt. Implijet e vez c'hoazh ar c'hopteg el liderezh gant an ilizoù koptek, hag a-hervez e vefe un dornad yezherien a-vihan hiziv an deiz.[2],[3].
Egipteg arkaek
kemmañHêrezh Henegipt
kemmañSevenadur Henegipt zo unan eus ar re o deus levezonet hon hini. Un nebeud gerioù zo tremenet en hor yezh dre hanterouriezh hon amezeien. Koulskoude, ar re a seller oute evel liammet ouzh Henegipt zo alies gerioù gresianeg pe treuzkaset dindano stumm gresianeg. E-touez an nebeud skouerioù emañ ebena (Egipteg ḥbny, dre an henc'hresianeg hag al latin), ivor (egipteg: abw / abu, da lavaret eo "olifant"), feniks (egipteg bnw, da lâret eo 'kerc'heiz'; treuzkaset dre ar gresianeg), Faraon (egipteg pr-ˁʒ, "ti bras"; treuzkaset dre an hebraeg), hag anvioù tud evel Fineas (egipteg, pʒ-nḥsy, "An hini du," "Phineas" e saozneg, Implijet evel ger hollek evit estrañjourien Nubia) ha Suzan (egipteg sšn, "boked lotuz"; treuzkaset dre an hebraeg da gentañ moarvat).
Notennoù
kemmañ- ↑ Loprieno 1996.
- ↑ Ar c'hopteg a c'hallfe bezañ chomet bev e lec'hioù distro eus Egipt-Uhel betek an XIXvet kantved hervez James Edward Quibell, "When did Coptic become extinct?" e : Zeitschrift für ägyptische Sprache und Altertumskunde, 39 (1901), p. 87).
- ↑ Daily Star Egypt. 23 a viz Genver 2007
Levrlennadur
kemmañ- Loprieno, Antonio, Ancient Egyptian: A Linguistic Introduction, Cambridge University Press, 1995. ISBN 0-521-44384-9 (hbk) ISBN 0-521-44849-2 (pbk)
Yezhadurioù
kemmañ- Allen, James P., Middle Egyptian - An Introduction to the Language and Culture of Hieroglyphs, first edition, Cambridge University Press, 1999. ISBN 0-521-65312-6 (hbk) ISBN 0-521-77483-7 (pbk)
- Collier, Mark, and Manley, Bill, How to Read Egyptian Hieroglyphs : A Step-by-Step Guide to Teach Yourself, British Museum Press (ISBN 0-7141-1910-5) and University of California Press (ISBN 0-520-21597-4), both in 1998.
- Gardiner, Sir Alan H., Egyptian Grammar: Being an Introduction to the Study of Hieroglyphs, Griffith Institute, Oxford, 3rd ed. 1957. ISBN 0-900416-35-1
- Hoch, James E., Middle Egyptian Grammar, Benben Publications, Mississauga, 1997. ISBN 0-920168-12-4
Geriadurioù
kemmañ- Faulkner, Raymond O., A Concise Dictionary of Middle Egyptian, Griffith Institute, Oxford, 1962. ISBN 0-900416-32-7 (hardback)
- Lesko, Leonard H., A Dictionary of Late Egyptian, 4 Vols., B.C. Scribe Publications, Berkeley, 1982. ISBN 0-930548-03-5 (hbk), ISBN 0-930548-04-3 (pbk).
- Shennum, David, English-Egyptian Index of Faulkner's Concise Dictionary of Middle Egyptian, Undena Publications, 1977. ISBN 0-89003-054-5
Geriadurioù enlinenn
kemmañ- Online Translator - Treiñ a ra gerioù saozneg ha frazennoù, e hieroglifoù Henegipt
- The Beinlich Wordlist, Geriadur enlinenn evit ar gerioù egipteg kozh (troidigezhioù en alamaneg)
- Thesaurus Linguae Aegyptiae, Ur servij enlinenn abaoe 2004, liammet ouzh ur bern raktresoù egiptologiezh alaman, en o zouez ar pikol Altägyptisches Wörterbuch eus ar Berlin-Brandenburgische Akademie der Wissenschaften (Akademiezh skiantoù Brandenburg, Berlin, Alamagn).
Evezhiadenn a-bouez : ar yezhadurioù hag ar geriadurioù kozh savet gant E. A. Wallis Budge a vez sellet oute abaoe pell evel aet diwar c'hiz gant an Egiptologourien, daoust ma c'haller atav pourchas al levrioù-se.
Titouroù all zo e saozneg diwar al levrioù a c'haller kaout war Glyphs and Grammars
Liammoù diavaez
kemmañ- Thesaurus Linguae Aegyptiae
- Distagadur an egipteg kozh gant Kelley L. Ross
- Roll divizoù diwar an egipteg kozh
- Kentelioù egipteg kozh enlinenn
|
Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |